Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg
| Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg
(Land Mecklenburg-Vorpommern) |
|
|---|---|
| Lec'hiadur | |
| Ardamez ha banniel | |
| Titouroù | |
| Gorread | 23 180,14 km² |
| Poblañs | 1 693 754 (2006) |
| Stankted | 73,07 annezad/km² |
| Pdk | 32,509 md € |
| Pdk dre annezad | 19 200 € |
| Politikerezh | |
| Ministr-prezidant | Erwin Sellering, SPD |
| Landtag | SPD : 23 CDU : 22 Die Linke 13 FDP : 7 NPD |
| Lec'hienn ofisiel | m-v.de |
Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg (alamaneg : Mecklenburg-Vorpommern) a zo unan eus al Länder a ya d'ober Alamagn. Skeiñ a ra war ar Mor Baltel. Da vare rann Alamagn e oa lodenn hanternoz Republik Demokratel Alamagn. Lavaret e vez ivez «Meck-Pomm» en alamaneg. Skol-veur Rostock (krouet e 1419) ha hini Greifswald (krouet e 1456) a zo e-touez re goshañ Europa.
Stank e vez implijet an droienn Pomerania ar C'hornaoueg daoust ma c'haller faziañ, rak implijet e vez ivez da envel Voivodia Pomerania ar C'hornaoueg e Polonia, hag a zo tost ouzh Pomerania diaraok (Vorpommern). Staget e voe memestra ouzh an anv Mecklenburg a oa anv al Land bet divodet gant gouarnamant DDR e 1952, ha rannet e voe e tri distrig : hini Neubrandenburg, hini Schwerin ha hini Rostock.
[kemmañ] Rannoù an tiriad
[kemmañ] Arondisamantoù (Landkreise) ha kêrioù-arondisamantoù (kreisfreie Städte)
Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg a zo rannet e 12 arondisamant (Landkreise) ha 6 kêr-arondisamant :
12 arondisamant (Landkreise) Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg:
6 kêr-arondisamant (kreisfreie Städte) Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg:
E miz Kerzu 2003 ez eus bet aozet kemmoù a-fet melestradur. Ar c'hemmoù-se a echuas e miz Here 2009, hag al Land a voe rannet e 5 arondisamant.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Lec'hienn ofisiel Land Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg
- Lec'hienn ofisiel kêr Schwerin
- Lec'hienn ofisiel kêr Rostock
| Länder Alamagn | |
|---|---|
| Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |