Neisse

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar stêrioù Neisse hag Oder, harzoù etre Alamagn ha Polonia

Ar stêr Neiße pe Neisse (anv alamanek leun : Lausitzer Neiße ; Nysa Łużycka e poloneg ; Lužická Nisa e tchekeg ; Łužiska Nysa e sorabeg) zo ur stêr eus kreiz Europa. Eieniñ a ra er menezioù Jizera e hanternoz ar Republik Tchek ha redek war-du an norzh. E Zittau, 54 km pelloc’h, en em gav en tric’horn stummet gant harzoù Tchekia, Polonia hag Alamagn. Pelloc’h ez a d’ober ar vevenn etre Polonia hag Alamagn. Goude 252 km en em daol er stêr Oder e-kichen Neißemünde-Ratzdorf.

Anvet eo Lausitzer Neiße da lakaat kemm gant stêrioù all eus Polonia anvet Neiße en alamaneg : ar Glatzer Neiße zo un adstêr all d’an Oder, anvet Nysa Kłodzka e poloneg, hag ar Wütende Neiße zo un adstêr d’ar stêr Kaczawa, anvet Nysa Szalona e poloneg. Liberec, er Republik Tchek, ha Görlitz, en Alamagn, eo ar c’hêrioù brasañ a gaver war lez an Neiße.

E dibenn an Eil Brezel-bed, e 1945, e voe divizet gant ar Gevredidi, en Emglev Potsdam, e vefe lakaet an harzoù etre Polonia hag Alamagn da glotañ gant ar stêrioù Oder ha Neiße, ha komzet e voe hiviziken eus al "linenn Oder-Neiße" evit ober anv eus ar vevenn-se.

An Neisse e-kichen Görlitz

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.