Potsdamer Platz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Potsdamer Platz
Potsdamer Platz e 1945
Potsdamer Platz e 1945
Potsdamer Platz e 1986

Potsdamer Platz a zo ur blasenn hag ur groashent e kreiz-kêr Berlin, en Alamagn. Anvet eo diwar anv Potsdam, ur gêr tost ouzh Berlin. Lod brasañ savadurioù ar blasenn a zo bet savet goude 1990. Unan eus lec'hioù aroueziusañ Berlin eo, ha stank eo an douristed a zeu d'he gwelout.

Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e oa unan eus lec'hioù buhezekañ Europa. Lod brasañ savadurioù ar blasenn a voe distrujet abalamour da vombezadegoù an Eil Brezel-bed. Pa voe rannet Berlin goude ar brezel, e voe troc'het ar blasenn e div lodenn, ha goude 1963 e veze treuzet gant Moger Berlin, neuze e voe dilezet.

Goude diskar Moger Berlin e 1989 e voe aozet ur sonadeg er blasenn gant Roger Waters : The Wall a voe sonet gantañ d'an 21 a viz Gouere 1990, da lidañ unvanidigezh Alamagn.

Berlin Ampel.jpg

Goude 1990 e voe sachet evezh ar bolitikourien gant ar blasenn, rak tost ouzh kreiz-kêr emañ. Dilennidi ar c'huzul-kêr a zivizas rannañ ar blasenn e peder lodenn, pep hini anezho a voe fiziet en ur postour prevez, da bep hini anezho da aozañ e raktres. Da vare al labourioù-se e voe chanter brasañ Europa.

Gant Renzo Piano e voe savet steuñv savadur Daimler-Benz, deuet da vezañ DaimlerChrysler hiziv an deiz. Meur a savour brudet a savas steuñvioù. Potsdamer Platz No. 1 par Gant Hans Kollhoff e voe treset steuñv Potsdamer Platz No. 1, ur savadur ma kaver ennañ burevioù breutaerien. (a-zehou war ar skeudenn, ar savadur brik e-kreiz). Gant Helmut Jahn e voe savet steuñv Sony Center, hag a vez gwelet peurliesañ evel unan eus savadurioù aroueziusañ ar savouriezh a-vremañ e Berlin. Daoust ma ne savas ket a-du an holl gant ar raktres pa voe kinniget, ez eo deuet d avezañ ul lec'h ma teu stank an dud : 70 000 gweladenner an devezh a vez, hag a-hed an amzer e vez tud war al lec'h. Ouzhpenn desachañ touristed ez eo ul lec'h mat teu ar Verliniz d'ober o frenadennoù, hag an dud entanet gant ar sinema a zeu ivez : tri c 'hemplezh sinema, un akademiezh hag ur mirdi diwar-benn ar sinema ha 40 sal-sinema a gaver ivez.

Lodennoù zo eus Der Himmel über Berlin, ur film savet gant Wim Wenders e 1987, a zo bet filmet e Potsdamer Platz, a-raok ma vefe diskaret ar Voger.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.