Labourer-douar

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur venajerez o treiñ plouz da sec'hañ.
Eostiñ riz e Japan

Ul labourer-douar zo un den hag a labour an douar. Gerioù all zo e brezhoneg : menajer, gounideg, merour, peizant, gant sterioù disheñvelik a-wechoù.

Peurvuiañ ne reer ket an anv a labourer-douar eus ur saver-loened.

Kentañ labour al labourer-douar eo arat an douar gant un arar, goude e ranko hadañ. Pa vo darev an trevad e c'hallo eostiñ.