An Intel
Eus Wikipedia
| An Intel | ||
|---|---|---|
An Intel gwelet eus an oabl |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Bro-Gwened | |
| Departamant | Mor-Bihan | |
| Arondisamant | an Oriant | |
| Kanton | Belz | |
| Kod kumun | 56055 | |
| Kod post | 56410 | |
| Maer Amzer gefridi |
Joseph Nigen 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Stêr an Intel | |
| Bro velestradurel | Bro an Alre | |
| Lec'hienn web | Lec'hienn an ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 2 077 ann. (2010[1]) | |
| Stankter | 1 194 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | krenn : 5 m bihanañ 0 m — brasañ 17 m |
|
| Gorread | 1,74 km² | |
|
|
||
|
|
||
An Intel a zo ur gumun eus Breizh e kanton Belz e departamant ar Mor-Bihan.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
XIXvet kantved [kemmañ]
- Krouet e voe ar gumun d'an 20 a viz Gouere 1850 diwar ul lodenn eus tiriad kumun An Ardeven [2].
XXvet kantved [kemmañ]
- 19-20 a viz Gwenholon 1930: kollet eo dek bag ha mervel a ra 72 a besketour eus An Intel abalamour d'ar gorventenn [3] [4].
- Eil Brezel-bed: da 8 eur noz d'ar 7 a viz Mae 1945 e oa bet sinet kodianañ an Alamaned a oa o terc'hel Godell an Oriant er Café Breton en Intel; an arsav-emgann a voe sinet gant ar c'horonal Borst e anv al lu alaman, ar c'horonal Keating e anv al lu Suaat hag ar c'horonal Joppé e anv al lu gall [5]; lakaet e voe da dalvezout da 00.01 d'an 8 a viz Mae.
- 1958: d'an 3 a viz Here e voe klasket gant Alain Bombard diskouez efedusted ar vagig-dreistvevañ bet ijinet gantañ en ur vont ouzh tarzh-meur An Intel, ar vag a eilpennas, beuzet pevar den eus he bourzh, hag ar vag-saveteiñ Vice Amiral Schwerer II a reas memes mod, gant pemp martolod beuzet [6].
Mirdi [kemmañ]
- Mirdi an Dounetaerion [7].
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
- Iliz katolik Sant Pêr- Sant Paol.
Armerzh [kemmañ]
- 81 vag-chaluter a voe er porzh da vuiañ, ha 26 kokaniour; e 1963 e voe degaset 21 600 tonenn a besked gant pesketourion an Intel betek porzhioù ar Meurvor Atlantel, d'ar c'houlz-se e oa ar porh ar pevare hini eus ar Frañs a-bezh hervez ar pesketa pesked; e 1964 e voe pourchaset skorn 548 gwezh d'ar bigi-chaluter gant al labouradeg-skorn, d.l.e. e voe kenderc'het 12 700 tonenn skorn [8].
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs [kemmañ]
1962-2010 [kemmañ]
Niver a annezidi 
1851-2010 [kemmañ]

Melestradurezh [kemmañ]
| Roll maered ar gumun | ||||
| Mare | Anv | Strollad | Karg | |
|---|---|---|---|---|
| 2006 | → bremañ | Joseph Nigen | ||
| 1991 | 2006 | Rémi Guillevic | ||
| 1989 | 1991 | Michel Le Nabat | ||
| 1977 | 1989 | Michel Le Corvec | ||
| 1957 | 1977 | Eugène Ezanno | ||
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | ||||
Tud [kemmañ]
Gevelliñ [kemmañ]
Coill Chreagáin (Iwerzhon), abaoe 1984 [10].
Liammoù diavaez [kemmañ]
Notennoù ha daveoù [kemmañ]
- ↑ Roennoù ofisiel 2010 war lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.14
- ↑ Lucien Gourong
- ↑ Mirdi an Dounetaerion
- ↑ Ouest-France, 7 a viz Mae 2010
- ↑ ORTF
- ↑ Lec'hienn ar mirdi
- ↑ Atersadenn Michel Le Leuch, kadoriad ar gevredigezh Autrefois Etel, Michel Perrin, istorour ar mirdi, ha Grégory Nabat, animatour er mirdi, Ouest-France, d'ar Meurzh 30 a viz Ebrel 2013
- ↑ EBSSA
- ↑ Atlas français de la coopération décentralisée et des autres actions extérieures, Ministère des affaires étrangères