Zanobi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Burzhud diwezhañ ha marv Sant Zanobi, livet gant Sandro Botticelli.
Badeziant Zanobi a-raok bout eskobet, livet gant Allessandro Filipepi.

Zanobi (Zenobius e latin) a oa kentañ eskob Firenze, marvet er bloaz 417. Brudet eo e vurzhudoù en e vro. Lidet e vez d'ar 25 a viz Mae.

Istor[kemmañ]

Ganet e oa e Firenze, e dud a oa a paganed ouenn uhel. Dindan levezon an eskob Teodoros e teuas da vout kristen, ha gantañ e voe badezet. Gant poan hag amzer e teuas a-benn da dreiñ e dud gant ar gristeniezh.

Hervez Antonius, daneveller e vuhez, hag eskob war e lerc'h, e varvas en e 90 vloaz, e 424; met dre ma skriv Antonius e oa Inosant Iañ a oa pab da neuze (ha mervel a reas e 417) n'eo ket peurasur. Krediñ a ra lod e varvas e 417, d'ar 25 a viz Mae. En deiz-se e veze bleuniet an tour kozh ma veve a-hervez, e-tal ar Ponte Vecchio. Da gentañ e oa bet beziet er Basilica di San Lorenzo e Firenze (kensakret gant Ambrosius e 393), ha kaset goude da iliz Santa Maria del Fiore.

Arz[kemmañ]

Evel ma tere d'ur sant enoret en ur gêr a arzourien eo bet livet Zanobi gant illurañ arzourien Firenze.

Kizelladurioù ha livadurioù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.