Istor Normandi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Duged Normandi
911 - 1206
Tiegezh Rollon
911 - 927 Rollon
927 - 942 Gwilherm Hir e Gleze
942 - 996 Richarzh Dizaon
874 - 1026 Richarzh II
1026 - 1027 Richarzh III
1027 - 1035 Roparzh an Diaoul
1035 - 1087 Gwilherm an Alouber
1087 - 1106 Roparzh II (dug Normandi)
1106 - 1135 Herri Iañ (dug Normandi)
1135 - 1144 Steven Bleaz
Tiegezh Plantagenet
1144 - 1150 Jafrez Plantagenet
1150 - 1189 Herri II Plantagenet
1189 - 1199 Richarzh IV Kalon Leon
1199 - 1206 Yann Dizouar
Skoed-ardamez an Normandi

Ragistor[kemmañ]

Henamzer[kemmañ]

E skridoù Julius Caesar ez eus anv eus un nebeud pobloù galian en douaroù ma voe krouet dugelezh Normandi 10 kantved diwezhatoc'h  :

Mor Breizh a oa ul liamm etre ar pobloù en hanternoz hag er c'hreisteiz dezhañ, hag anvioù heñvel a veze kavet en daou du. Eskemmoù armerzhel a veze etre Breizh-Veur koulz hag ar morioù nes ken ez eus bet kavet roudoù ar marc'hadourezhioù italian er broioù kelt.
E 27 kent JK e voe staget broioù ar C'haleted hag hini ar Veliokased gant an impalaer roman Aogust ouzh ar broviñs roman anvet Gallia Lugdunensis, Lyon he c'hêr-benn.
Goude ma oa aet kuit al lu roman eus Galia e penn ar IVre kantved (gant Kustentin aet da dapout ar galloud e Roma) e klaskas ar c'heodeded galian kevrediñ evit gwareziñ o surentez tro-dro d'an Aulerked.
Koulskoude e teuas ar Frized, morlaeron anezho, da gontrolliñ an aodoù tamm ha tamm.

Krennamzer[kemmañ]

Vikinged aotreet ober o annez[kemmañ]

Un darn eus Neustria e oa tachenn Normandi a-vremañ betek 911. E 911 e voe sinet Feur-emglev Saint-Clair-sur-Epte etre Rollon, tiern viking, ha Charlez III a Vro-C'hall. Roet e voe kontelezh Rouen da Rollon, en eskemm e voe roet ar c'harg difenn traoñienn ar Saena a-enep ar Vikinged all. Krouet e oa dugelezh Normandi a oa gwazour da Rouantelezh Bro-C'hall.

Duged ha roueed[kemmañ]

Kreskiñ a reas galloud duged Normandi pa zivizas an dug Gwilherm, lesanvet an Alouber da-c'houde, klask tapout tron rouantelezh ar Saozon e Breizh-Veur tra ma oa kenderv d'ar roue saoz, Edouard ar C'hofesour en doa dilennet anezhañ evit bezañ e hêr.
E 1066 e tastumas ul lu bras, Normaned koulz ha Brezhoned ennañ, e porzh Saint-Pierre-sur-Dives hag e kasas anezhañ tramor. Trec'h en doe war Harold hemañ emembannet bezañ ar roue, e-doug emgann Hastings ha lazhet e oe e enebour.
Rannañ a reas Gwilherm an douaroù en doa lakaet da vezañ holl renablet en Domesday Book (Levr ar Barn diwezhañ). Evel-se e oe roet da dug Breizh Hoel II en doa harpet Gwilherm ur strollad chapeleniezhoù e Norzh Bro-Saoz, anvet Enor Richmond, ur vammenn puilh arc'hant evit an dugelezh.
Dugelezh Normandi ivez a oa uhelet dre ma oe e dug ur roue a c'helle sac'hañ dalc'hioù bras war ar c'hevandir ha kemer ar bennaotrouniezh ma veze tu. E 1154 ez eas dug Breizh Konan IV da repu e Bro-Saoz hag ez eas da wazhour ar roue norman ha saoz Herri II Plantajened. Hemañ a oe gward dugelezh Breizh pa oe e Jafrez Plantajened, e vab, ur minor dimezet gant hêrez dugelezh Breizh, Koñstañs. Pa varvas Jafrez, hag eñ un dug Breizh hag Anjev berrbad, e resevas an dugelezh Herri II.

E-pad tri c'hantved e voe Normandi ur briñselezh vras. Gant an Normaned e voe aloubet Bro-Saoz, Sikilia, Italia ar Su, etc...

E 1204 e tennas splet ar roue gall Fulup II eus torfedoù ha trubarderezh Yann Dizouar evit embann ma oa lamet dugelezh Normandi dioutañ. E 1206 e aloubas Normandi Fulup II. Lakaat a reas da sevel ar c'hastell-kreñv Château-Gaillard, e-kichen Les Andelys (Eure) evit herzel distreiñ an Normaned-Saozon. Goude-se e tistroas Normandi da vezañ ur broviñs eus Bro-C'hall. Ne chomas nemet Inizi Breizh dindan beli ar roueed saos hag e vezont staget ouzh kurunenn Vro-Saoz nemet gant an dugelezh saoz chomet bev enno.
Daoust m'en doa anavezet ar roue saoz Herri III pennaotrouniezh ar roue gall e talc'has ar roueed saoz all adtapout an Normandi ha ne oe ket dilezet eo bet an azgoulenn a-raok 1804.
E 1315 e embannas ar roue gall Loeiz X ar Garta d'an Normaned a wareze dezho frankizoù hag emsavadurioù dibar. Kadarnaet e oe e 1339 gant Charlez IV.