Banniel Kernev-Veur
Banniel Sant Peran (Baner Peran pe Baner Pyran e kerneveureg) a vez graet eus banniel broadel Kernev-Veur. Ur banniel du gant ur groaz wenn eo. Hervez ar vojenn e vije bet dibabet an daou liv gant Peran pa welas staen teuzet o verañ eus ar c'hailh du en tan en devoa graet. Kement-se a c'hoarvezas, evit doare, pa zizoloas ar staen er VIvet kantved, a-raok bezañ lakaet da sant paeron ar vengleuzerien-staen. Evel-just e oa anavezet ar staen abaoe kantvedoù, ha kaset e veze staen eus Breizh-Veur da Arvorig gant moraerien vrezhon a-raok amzer Julius Caesar.
Taolenn |
[kemmañ] Orin ar banniel
Tennañ a ra da vanniel Sant Dewi, sant Kembre, ar vro geltiek dostañ da Gernev-Veur.
[kemmañ] Orin
-
Banniel Sant Dewi, sant meur Kembre
Tennañ a ra Banniel Sant Piran da Groaz Du Breizh ha da Banniel Sant Dewi. Soñjal a c'haller eo dleet kement-se d'al liammoù sevenadurel etre Kembre, Kerne-veur ha Breizh.
[kemmañ] Ardamezioù war an douar bras
-
Skoed Tiegezh Sant-Pezran (Breizh)[1]
Un toullad tiegezhioù gall o deus ardamezioù heñvel a-walc'h ouzh Banniel Sant Piran.
Er c'hantved diwezhañ e veze gwelet Banniel Sant Piran evel banniel broadelourien Mebyon Kernow. Hiziv e vez dispaket aliesoc'h eget an Union Jack pe Banniel Bro-Saoz, ha deuet eo da vout arouez Kernev-Veur, hep ster politikel resis.
[kemmañ] Notennoù ha daveennoù
- ↑ Guide des drapeaux bretons et celtes gant Divi Kervella ha Mikael Bodlore-Penlaez, Yoran Embanner (e galleg), (2008) ISBN 978-2-916579-12-2
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Flags of the World - Kaozioù diwar-benn a belec'h e teu ar banniel.