Kernow Gledh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn lec'hiañ Kernow Gledh e Kernev-Veur

Kernow Gledh (LFE: [ˌkɛrnɔw 'glɛð], North Cornwall e saozneg, an Tyreth Uhel e Kerneveureg Unvan) a oa ur bastell-vro a Gernev-Veur, ur gorread 1 195.17 km² dezhi. E 2005 e oa 84 100 a dud o vevañ eno. Ponsrys e oa he c'hêr-benn. E-touez he c'hêrioù pennañ e kaved ivez Lannwedhenek ha Ryskammel.

Krouet d'ar 1añ a viz Ebrel 1974 ez eas da get d'ar 1añ a viz Ebrel 2009, kendeuzet ma voe, evel Distrigoù all Kernev-Veur, gant ar C'huzul-Kontelezh da sevel a-gevret hiviziken Kuzul Kernev-Veur.