Piran

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Meurastumm.png Tennañ a ra ar pennad-mañ da Sant Piran, paeron Kernev-Veur. Evit sterioù all, sellit ouzh Piran (disheñvelout).

Sant Piran.

Sant Piran, pe Peran, pe Perran, zo anv ur manac'h eus Enez Vreizh er VIvet kantved, bet desket e manati Llanilltud Fawr e Kembre.

Marteze eus Iwerzhon[kemmañ]

Tud zo a lavar e teue eus Iwerzhon, hag ez eo ar memes anv sant evel an Iwerzhonad Ciarán eus Saighir. Arguzennoù zo:

Met n'eus ket emglev etre an arbennigourion: ur chapel sant Piran zo bet e Kerdiz, ha kement-se a brouje e oa Kembread, hervez un istorour. Re all a wel ur sant Ciarán all.

Sant paeron[kemmañ]

Sant paeron ar vengleuzerien eo Piran. Hini Kernev-Veur eo hiziv ivez, goude ma vez roet an titl-se da Sant Mikael ha sant Petroc kenkoulz all. D'ar 5 a viz Meurzh e vez goueliet ar sant, un devezh a bouez e Kernev-Veur, ha bannieloù sant Piran, ar banniel broadel, a vez gwelet a-leizh er vro en deiz-se.

Anvioù lec'hioù[kemmañ]

E anv a gaver

  • e Porthpyran (Porzh-Piran en brezhoneg) en Kernev-Veur, e saozneg Perranporth
  • e Perranzabulo ur gêriadennig eus , ma voe savet e vanati, Lanpiran, gantañ, a-hervez,
  • e parrez Sant-Pêran en Il-ha-Gwilun.

Banniel Sant Piran[kemmañ]

Banniel sant Piran

Banniel Sant Piran eo Banniel Kernev-Veur, gant kroaz sant Piran warnañ, ur groaz wenn e-kreiz ur banniel du, damheñvel ouzh banniel Breizh kozh, a oa gwenn gant ur groaz du.

Mojennoù[kemmañ]

Meur a vojenn a vez kontet diwar-benn ar sant.

  • Hervez homañ e varvas Piran pa gouezhas en ur puñs goude ur c'horfad, ken mezv e oa. Ma vez lavaret hiziv c'hoazh: "ken mezv evel ur Piraner". Tud zo a garfe ober anezhañ sant paeron al lonkerien ivez.

Liammoù diavaez[kemmañ]