Kerrier

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn lec'hiañ Kerrier e Kernev-Veur

Kerrier a oa ur bastell-vro a Gernev-Veur, lec'hiet e kornôg ar vro, ur gorread 473.52 km² dezhi. E 2005 e oa 96 200 a dud o vevañ eno. Kammbronn e oa kêr-benn Kerrier.

Krouet d'ar 1añ a viz Ebrel 1974 ez eas da get d'ar 1añ a viz Ebrel 2009, kendeuzet ma voe, evel Distrigoù all Kernev-Veur, gant ar C'huzul-Kontelezh da sevel a-gevret hiviziken Kuzul Kernev-Veur.

E-touez he farrezioù keodedel edo Lanndewynnek hag Egloskuri.