Iliz katolik e Bro-Saoz ha Kembre

Eus Wikipedia

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek ar XVIvet kantvet e voe an Iliz katolik roman an hini kefridiel nemeti e Bro-Saoz hag e broioù all an Inizi Predenek

E 1534 e tisklerias ar roue saoz Herri VIII disrann Iliz Bro-Saoz, a zeuas da vezañ an Iliz anglikan

Kamm-digamm e voe tonkad an Iliz katolik etre ar XVIvet kantvet hag an XVIIIvet kantvet. Sellet e veze ouzh ar gatoliged evel keodidi a eil renk peurvuiañ avat.

Adalek grez an Dispac'h Gall e teuas tamm-ha-tamm ar gatoliged da vezañ degemeret gwell-ouzh-gwell, gant an damant a voe neuze graet d'ar veleion didou c'hall e emdroe e Bro-Saoz.

Da heul stourmoù Dónal Ó Conaill evit gwirioù ar gatoliged en Iwerzhon da gentañ-penn e voe mouezhiet e 1829 lezenn rezidigezh ar gatoliged evit ar Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon a-bezh.

Da heul araokennoù ar gatoligiezh en XIXvet kantvet ha ober Emsav Oxford en-dro da John Henry NEWMAN e tivizas ar pab Pius IX, e 1850, adsevel an urzhaz katolik e Breizh-Veur, dre grouiñ arc'heskoptioù, eskoptioù, parrezioù ha kement zo.


Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo hiziv an deiz Bro-Saoz e 4 arc'heskopti :

Klotañ a ra Kembre gant arc'heskopti Kêrdiz