Epikreizenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dres a-us da hipokreizenn ar c'hren-douar emañ an epikreizenn

Graet e vez epikreizenn (henc'hresianeg: επίκεντρον) eus al lec'h eus an Douar zo dres a-us da boent loc'h ur c'hren-douar pe un darzhadenn danzouar. Dres a-us d'an hipokreizenn, poent loc'h an energiezh a fu e diabarzh an Douar, emañ an epikreizenn. Gwagennoù sismek en em led dre gelc'hioù en-dro d'an hipokreizenn. En tu all d'an Douar diouzh epikreizenn ar c'hren-douar e c'hoarvez gwagennoù sismek ivez peogwir e vez lonket ar gwagennoù a-dreuz gant al liñvenn en-dro d'ar graoñell tra ma vez distaolet ar gwagennoù led (pe gwagennoù gwasket.

Graet e vez gant an termen epikreizenn evit ober anv eus kreizenn darvoudoù reuziek all ivez evel, da skouer, impakt ur c'horf-egor pe ur gometenn.

Gwelet ivez[kemmañ]