Parlamant Europa

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
(Adkaset eus Dael Unaniezh Europa)
Mont da : merdeiñ, klask
Parlamant Europa, e Strasbourg

Parlamant Europa (pe Dael Unaniezh Europa) zo ur parlamant gant ur gambr hepken, ennañ kannaded dilennet gant keodedourien holl stadoù Unaniezh Europa. Emañ e sez ofisiel e Straßburg met ar bodadoù labour en em vod e Brusel. Eno e vez an darn vrasañ eus ar bodadegoù hag an divizoù eta. Eno ivez emañ burevioù ar gannaded hag re o strolladoù. E Luksembourg emañ ar sekretouriezh, al levraoueg ha lod eus ar postoù labour.

Da gentañ e veze anvet izili Parlamant Europa gant ar stadoù bodet en Unaniezh. Abaoe 1979 e vez dilennet ar gannaded war-eeun gant ar geodedourien e pep stad, bep 5 bloaz. Bremañ ma'z eus 27 stad en Unaniezh Europa, ez eus 785 kannad er Parlamant.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
E yezhoù all