Piteas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn d'ar merdeer Piteas dirak palez ar Yalc'h, e Marseille.

Piteas (pe Pytheas /Πυθέας e gregach) a oa ur merdeer eus Massalia, anv kozh Marseille.

War-dro 340-325 kent JK e reas ur veaj vras e morioù hanternoz Europa. Eñ eo an hini kentañ eus beajerien an Henamzer a skrivas diwar-benn broioù an hanternoz, pobloù Enez-Vreizh, ha pobloù german aodoù Mor an Hanternoz ha marteze re ar Mor Baltek.

Pell amzer e voe soñjet e konte gevier. Kement-se a skrive Strabon diwar e benn, dre ma kave dezhañ n'halle ket ar mor skornañ. Hiziv, er XXI kantved, e weler anezhañ evel unan eus ar veajourien skiantel kentañ, pe unan eus ar c'hentañ skiantourien o veajiñ.

E veaj[kemmañ]

Gant ul lestr hepken e kuitaas Massalia, e tremenas kolonennoù Herkules (strizh-mor Jibraltar), hag e hedas an aod betek Eusa, meneget gantañ. Dilestrañ a reas en Enez-Vreizh, hag alese ez eas betek an Inizi Shetland ha pelloc'h c'hoazh betek ur vro anvet Thule ma n'hallas ket mont pelloc'h.

Distreiñ a eure dre Mor an Hanternoz, tizhout aod Germania hag an inizi ma kaved goularz, marteze enezeg Heligoland pe Enez-Sjælland, pe aod ar Mor Baltek. Distreiñ a reas da Vassalia, pe dre ar memes hent evel pa oa o vont d'an hanternoz, pe dre ar Roen hag ar Ron.


Kavadennoù Piteas[kemmañ]

Un danevell a voe savet gant Piteas da gontañ an holl draoù en doa gwelet, A-zivout ar Meurvor (Περί του Ωκεανού, e gregach)[1], ken souezhus e oant da dud e vro hag e amzer.

Mont a reas al levr da ludu pa zevas levraoueg Alexandria met tammoù anezhi zo deuet betek ennomp dre oberennoù meur a skrivagner eus an Henamzer, ha dreist-holl dre Strabon, a ra fae warnañ, hag a damall anezhañ e gaou[2], hag ivez Plinius Kozh, Ératosthène ha Polybe.

Notennoù[kemmañ]

  1. Gouez d'ar steredoniour Geminos Rodos e oa un « Deskrivadur eus ar Meurvor ». Hervez Marcianus, scholiaste Apollonios Rodos, e reas ur veaj en-dro d'an Douar (περίοδος γῆς e gregach) pe peripl (περίπλους e gregach). Met n'eo ket ral gwelout un oberenn eus an Henamzer o vezañ skignet ha meneget gant an henoberourien dindan meur a didl damzisheñvel rak alies ne veze embannet nemet ur rann eus an oberenn gant un titl dibar.
  2. Strabon, Geographika, I, 4.

Lennadurezh[kemmañ]

Studiadennoù[kemmañ]

  • Barry Cunliffe, Marie-Geneviève l' Her, Pythéas le Grec découvre l'Europe du Nord, éd. Autrement, 2003 (ISBN 2-7467-0361-0) ;
  • Yvon Georgelin, Hugues Journès et Jean-Marie Gassend, Pythéas, explorateur et astronome, éd. de la Nerthe, 2000 (ISBN 2-913483-10-0) ;
  • François Herbaux, "Puisque la Terre est ronde, enquête sur l'incroyable aventure de Pythéas le Marseillais", éd. Vuibert Sciences 2008 (ISBN 978-2-7117-2486-4) ;

Lennegezh[kemmañ]

  • Ferdinand Lallemand - « Journal de bord de Pytheas, géographe marseillais du IVème siècle avant J.C., présenté et commenté par Ferdinand Lallemand» (1956), éditions de Paris;
  • Raoul Schrott - "Finis Terrae", traduit par Nicole Casanova - Hachette 1999. (ISBN 2-01-235451-3).
  • Arno Schmidt, Gadir, nouvelle publiée dans le recueil Léviathan, Christian Bourgois Éditeur, 1991 (ISBN 2267009838).
  • Dimitri - "Le Voyage", Albin Michel, 2003

A bep seurt[kemmañ]

  • Samivel - « L'or de l'Islande » (1963), éd. Arthaud, Paris
  • Jean Mabire, Thulé, le Soleil retrouvé des Hyperboréens, éd. Pardès, 1975 (ISBN 2867142873) ;
  • Jean-Marie Gassend, Yvon Georgelin, Hugues Fournés, Pythéas, astronome moderne, Marseille, revue culturelle, N° 189, décembre 1999, pages 60 à 66
  • Antoinette Hesnard, Manuel Moliner, Frédéric Conche, Marc Bouiron, Marseille : 10 ans d'archéologie, 2600 ans d'histoire Musées de Marseille/Edisud, 1999;
  • Thibaud Guyon, Jeanine Rey et Philippe Brochard, Pythéas l'explorateur : De Massalia au cercle polaire, éd. École des loisirs, 2001 (ISBN 2-211-06251-2) ;

Liammoù diavaez[kemmañ]