Polybios

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Talbenn an Abrégé des Commentaires de M. de Folard sur l'histoire de Polybe, 1754.

Polybios (war-dro 200-118 kent J.-K.), Πολύβιος en henc'hresianeg, a oa un istorour eus ar prantad hellenadek brudet evit e oberenn, An istorioù, a zanevell ar prantad etre 220 ha 146 kent J.-K. dre ar munud.

Kontañ a ra an oberour penaos e voe savet ar Republik roman ha penaos e teuas, tamm-ha-tamm, da lakaat he c'hrog war Hellaz.

Brudet eo mennozhioù Polybios diwar-benn rannañ ar galloudoù er gouarnamant, adkemeret goude gant Montesquieu en e oberenn Spered al Lezennoù, hag e Bonreizh SUA.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Megalopolis, en Arkadia, war-dro 200 kent JK. Mab e oa da Lycortas, ur politikour hellazat a oa e penn an arme war varc'h e Kevre Ac'haia. Dre ma oa savet e dad a-enep galloud nevez Roma e Makedonia e voe kaset d'ar vac'h. Ha Polibios da Roma, ma voe lakaet gant Lucius Aemilius Paulus da gelenn e zaou vab.