Eratosthenes

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Eratosthenes
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denἘρατοσθένης ὁ Κυρηναῖος Kemmañ
Anv ganedigezhἘρατοσθένης Kemmañ
Anv-bihanEratosthenis Kemmañ
Deiziad ganedigezh276 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhKyrene Kemmañ
Deiziad ar marv194 BCE Kemmañ
Lec'h ar marvAleksandria Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'hresianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridhenc'hresianeg Kemmañ
Tachenn labourmentoniezh, damkaniezh an niveroù, douaroniezh Kemmañ
ImplijerLevraoueg Aleksandria Kemmañ
Karghead of the Library of Alexandria Kemmañ
StudierPtolemy IV Philopator Kemmañ
Bet studier daAriston of Chios, Zeno of Citium, Arcesilaus, Kallimac'hos, Lysanias of Cyrene Kemmañ
Oberenn heverksieve of Eratosthenes, Catasterismi Kemmañ
PrantadMarevezh hellenadek Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Poltred Eratosthenes.

Eratosthenes (Ἐρατοσθένης / Eratosthénês e gregach) a oa ur steredoniour, douaroniour, prederour, ha matematikour gresian eus an IIIe kantved kt JK, ganet war-dro 276 e Kyrene (hiziv Shahat e Libia), ha marvet en Aleksandria, en Egipt, war-dro 194 kent JK. diskibl e voe da Ariston C'hios.

E penn Levraoueg Aleksandria e voe anvet war-dro 240 kent JK war c'houlenn ar faraon Ptolemaios III, hag e kelennas danvez d'e vab. Sot gant studi ar stered e oa. Hervez Suidas en em lezas da vervel gant an naon, goude ma oa deuet da vout dall rak n'halle ket sellout ouzh ar stered ken[1].

Brudet-tre eo evit bezañ bet an hini gentañ da vezañ deuet a-benn da jediñ trohed an Douar.

Muzuliañ trohed an Douar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Muzuliet tapet en Aleksandria (A) ha Swenet (S).

Eratosthenes eo an den kentañ anveet en Istor en doa roet deomp muzul trohed an Douar gant ur resister piz. N'en doa ket bet ezhomm da vont er-maez eus Egipt d'ober se. Gouzout a rae pegoulz e oa savet an heol er penn uhellañ da greisteiz, en ur gêr anvet Swenet en egipteg (Syene e gregach; Aswan bremañ) a zo lec'hiet war Trovan ar C'hrank. Neuze 'ta d'an eur resis-se e oa dik an Heol er zenit (neinboent), a-blom a-us d'e benn eta (kontet e vez en doa gwiriet an dra-se dre sellet piz ouzh skeudenn an heol, barzh ur puñs don. A-benn gwiriañ e vartezeadenn en doa kadarnaet anezhi oc'h adober hevelep taol arnod ur bloavezh goude, evit bezañ peursur). Gouzout a ouie ivez e oa Aleksandria ar c'horn sevel eus an Heol an 1/50 eus ur c'helc'h leun (7°12 eta) er su d'ar zenit d'ar memes poent. Gouzout a rae ivez e oa Swenet dik er su da Aleksandria, 500 stad alehont, pezh a ra war-dro 800 km. Jediñ a reas e rae pep derez 700 stad, ar pezh a rae 252 000 stad. Soñjal a reer en doa muzuliet gant ar stad egiptat (e-tro 157.5 m) ar pezh a ra 39 375 km, ar pezh a oa gwall dost d'ar wirionez, ma kaver 40075,02 km hiriv an deiz. Diazezoù an drigonometriezh eo, implijet kenañ e vez evit ar c'heodeziezh.

Matematik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet en doa un doare kael, anver "krouer", evit kavout an niveroù kentael.

  • Gwelet amañ [1].

Kavadennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jedet en devoa ivez stou ahel an Douar war-bouez un derez. Abalamour d'ar stou-se ez eus koulzioù-amzer war an Douar (nevezamzer, hañv, diskaramzer, goañv). Kavet en doa ivez e pade ar bloavezh 365¼ devezh hag e vefe neuze ret ouzhpennañ un devezh bep pevar bloaz, ar pezh na voe lakaet e pleustr nemet daou gantved war-lerc'h gant Julius Caesar.

E anv roet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Joseph Florentin Bonnel, Étude sur l'histoire de l'astronomie 2008, p.49