Pêr Denez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pêr Denez
Pêr Denez
Per Denez e 1972
Anv ofisiel Pierre Denis
Anv pluenn Per Denez
Obererezh Romantour, daneveller, barzh, yezhoniour, troer
Ganedigezh D'an 3 a viz C'hwevrer 1921,
e Roazhon, Breizh Breizh
Marvidigezh D'an 30 a viz Gouere 2011,
e Rovelieg
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg

Per Denez, evel ma skrive e-unan, pe Pêr Denez, Pierre Denis e anv ofisiel, a zo bet ganet d'an 3 a viz C'hwevrer 1921 e Roazhon, marvet d'an 30 a viz Gouere 2011 e Rovelieg, anavezet eo evit e labour skrivagner, geriadurouriezh hag emsaver dreist-holl.

Taolenn

E red-micher [kemmañ]

Kelenner war ar saozneg eo bet da gentañ, e Douarnenez. Bernard Le Nail a skriv e oa bet harluet da Périgueux e deroù e red-micher abalamour d'e vennozhioù a-du gant an emsav[1]. Kelennet en deus brezhoneg goude-se e skol-veur Breizh-Uhel (Roazhon 2), e-lec'h ma chomas e-pad 21 bloaz. E 1981, a-drugarez dezhañ, e oa krouet an aotreegezh war ar brezhoneg, diwar ziviz prezidant nevez ar Republik c'hall, François Mitterrand e-unan.

Krouet en deus an ti-embann Preder gant Guy Etienne, e 1958.

Prezidant eo bet e Kuzul skiantel ha kas en-dro Skol-Uhel ar Vro (1984-200?). Prezidant Kuzul ar Brezhoneg eo bet ivez. Bez' e oa prezidant bodad skoazell listenn an UDB ivez, e dilennadegoù rannvro 1998. E miz Meurzh 1999, e ro anvioù Yann-Kel Kernalegenn ha Kristian ar Bihan, emsaverien eus an FLB d'ar gelaouenn Armor Magazine a-benn dilenn ar Breton en deus graet ar muiañ evit Breizh e-doug an tregont vloaz tremenet.

Deskiñ ar yezh [kemmañ]

Talvoudus eo bet e hentenn brezhoneg (troet e saozneg, en alamaneg, e katalaneg, e kembraeg hag en esperanteg) d'ur mare ma ne oa nemet dornlevrioù kozh diamzeret da studiañ ar yezh. Un toullad mat a dud zo bet o teskiñ brezhoneg ganti. Daoust da se n'eo ket difazi (evel re all moarvat), hag un toullad fazioù zo bet renablet gant Jean-Claude Miossec. Dilezet eo bet tamm-ha-tamm, evel ma c'hoarvez d'an holl levrioù-skol, hag implijet e vez hentennoù nevesoc'h, pezh zo sin a yec'hed, hag a vo da nevesaat ivez.

Sevenadur Breizh [kemmañ]

Meur a gelaouenn zo bet savet gant Pêr Denez, Kened, Ar Vro e 1959, ha renet en deus ar gelaouenn Hor Yezh ha savet an ti-embann Mouladurioù Hor Yezh. Graet eo bet Doktor honoris causa eus Skol-veur vroadel Iwerzhon ivez.

Lukian Kergoat en doa kemeret e lec'h e penn Rann geltiek skol-veur Roazhon 2 e 1990. Emañ e vab Gwendal Denez o labourat er rann-se hiziv an deiz.

Medalennoù [kemmañ]

Dilennet eo bet Breizhad ar bloaz gant skipailh Armor magazine e 1981. Graet eo bet marc'heg Kroaz San Jordi, e Katalonia. Resevet en deus ivez tro-c'houzoug Urzh an Erminig e 1989 Naoned ; priz a vez roet bep bloaz da bevar den a vez o labourat evit kreskiñ sked Breizh.


Oberennoù [kemmañ]

A bep seurt [kemmañ]

  • Bretagne et peuples d'Europe, Hor Yezh, Klask, 1999 (dastumad pennadoù savet en e enor)

Notennoù [kemmañ]

  1. Le Dictionnaire des romanciers de Bretagne