Jean-Luc Mélenchon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jean-Luc Mélenchon

Jean-Luc Mélenchon, ganet e Tanger (Maroko) d'an 19 a viz Eost 1951 en un tiegezh a orin spagnol dre e dud-kozh, zo ur politikour gall, bet senedour eus ar PS, bet sekretour-stad. Brudet eo bet e Breizh abalamour d'e enebiezh ruz ouzh Diwan hag ouzh ar brezhoneg.

Gantañ hag e vignoned eus l'Observatoire du Communautarisme hag ar "Grand Orient de France" e oa bet aozet ar c'hendiviz e Sened Bro-C'hall d'ar 24 a viz Du 2006 ma voe pedet Françoise Morvan da zistagañ ur brezegenn enep Karta Europat ar yezhoù, hag a-enep difennerien ar yezhoù evel Diwan : [1]

E dibenn 2008 ez eas kuit eus ar PS, evit mont da sevel ur strollad nevez, ar Parti de Gauche (strollad an tu-kleiz).

Taolenn

E anv [kemmañ]

Un anv a orin spagnolek eo. Dont a ra an anv Mélenchon eus Belinchón, anv ur gêrig vihan eus Proviñs Cuenca.

Buhez politikel [kemmañ]

Er bloaz 2012 ez a war ar renk da geñver dilennadegoù Prezidant ar Republik, en anv ar Front de Gauche, ma tegouezh da bevare gant tost da 4 milion a vouezhioù (8,65% eus an dud enskrivet).

Skridoù [kemmañ]

  • À la conquête du chaos, Éditions Denoël, 1991.
  • Rocard, le rendez-vous manqué, Éditions Denoël, 1994.
  • Le Nouvel Âge du capitalisme (ouvrage collectif), Éditions L'Harmattan, 1998.
  • Pour la république sociale (ouvrage collectif), Éditions L'Harmattan, 2002.
  • Causes républicaines, Éditions du Seuil, 2004 (adembannadur skridoù eus Le Monde, Marianne, Politis, La Nouvelle Revue socialiste, À Gauche, ha re all).
  • En quête de gauche, Éditions Balland, 2007.
  • Laïcité : réplique au discours de Nicolas Sarkozy, chanoine de Latran, Éditions Bruno Leprince, 2008.
  • L'Autre Gauche, Éditions Bruno Leprince, 2009.


Liammoù diavaez [kemmañ]