Bonedoù Ruz (2013)
Ar Bonedoù Ruz zo un emsav deuet war wel e Breizh e miz Here 2013 a-enep an telloù lakaet war an treuzdougen marc'hadourezh war an hentoù. Devet ez eus bet gwaregoù houarn savet dreist d'an hentoù gant an izili a wiske bonedoù ruz, diwar skouer tud emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675.
Manifestadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Manifestadeg a voe
- e Kemper d'an 2 a viz Du 2013, ma voe etre 15 000 ha 30 000 a dud;
- e Karaez d'an 30 a viz Du 2013, ma voe etre 17 000 ha 40 000 a dud.
- Tolpadegoù dirak ar prefetioù hag isprefetioù gall er vro a-bezh, evel e Kemper (luc'hskeudennoù a-us), d'ar 14 a viz Even 2014.
Pennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
Thierry Merret.
- E-touez pennoù an emsav e kaver Christian Troadec ha Thierry Merret.
Breujoù ar Bonedoù Ruz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Breujoù ar Bonedoù Ruz a voe dalc'het e Montroulez d'an 8 a viz Meurzh 2014 dirak un 3 500 den bennak. 11 poent goulenn bras a zo bet degaset[1]. A-raok ar Breujoù-se e oa bet lakaet ar Vretoned da zisklêriañ o c'hoantoù (“doleañsoù”) war-eeun pe gant ar strolladoù lec'hel.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
Gwareg houarn Sant-Aleustr, un nebeud deizioù a-raok ma voe distrujet gant an tan.
-
Bonedoù Ruz, war ur pont e Lannarstêr, d'ar 1añ a viz Meurzh 2014.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) (fr) Lec'hienn ofisiel
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (fr) War 7 Info