Polenta
Ar polenta eo anv ar yod a vez graet en Italia a gozh, gant bleud ed-Turki. Hervez ar rannyezhoù e lavarer ivez polenda pe pulenda.
Ar meuz diazez e oa gwechall en hanternoz Italia, e Lombardia, Veneto[1][2], Trentino ha Friuli-Venezia Giulia, dreist-holl.
Gwechall e veze debret hep netra all, hiziv e vez servijet alies gant kig pe besked.
Broioù [kemmañ]
Ar polenta, zo anavezet, gant anvioù all evel-just, e broioù estreget Italia, evel Hungaria (puliszka), Malta (tgħasida - storico), Savoia, Kontelezh Nisa, Gwaskogn (cruchade), Lengadoc (milhàs), Suis, Aostria, Kroatia (palenta, žganci pe pura), Slovenia (polenta pe žganci), Serbia (palenta), Romania (mămăligă), Bulgaria, Albania (harapash), Korsika (pulenta), Brazil (polenta), Arc'hantina, Ukraina haKaokaz (culesha), Uruguay, Maroko gant ar Verbered ("tarwasht"), Venezuela ha Mec'hiko.
Istor [kemmañ]
Anavezet e oa ar ger « polenta » gant ar Romaned, hogen yod heiz e oa neuze. Kar eo an anv d'ar gerioù latin puls (= yod bleud) ha pollen (= bleud bleunioù). Epikuros a lavare e oa gwalc'het evel Zeus gant polenta ha dour .