Compay Segundo
Compay Segundo (e gwir anv Máximo Francisco Repilado Muñoz) (18 a viz Du 1907 - 14 a viz Gouere 2003), a oa ur gitarour hag ur c'haner eus Kuba.
Taolenn |
[kemmañ] E yaouankiz
Ganet e oa, evel a lavar en ur ganaouenn, e Siboney, e proviñs Oriente (donde el sol es mas caliente, e-lec'h ma tomm muioc'h an heol), nepell diouzh Santiago de Cuba. D'e bemp bloaz, pa varvas e dad-kozh, ez eas an tiegezh da chom da Santiago.
Lavarout a rae Compay Segundo e oa krog d'an oad-se, da enaouiñ segalennoù e dad-gozh en e veg, ha ne oa ket paouezet da vutunat diwar neuze.
E Santiago e reas pezh a rae an darn vrasañ eus an dud : deskiñ ar vicher ruilhal segalennoù. War un dro e teske kevrinoù ar planedennoù gant ur grennardez, Noemí Toro. Diwar he c'huzulioù eo e krogas gant an dreujenn-gaol.
E 1929 e reas e veaj kentañ d'an Havana, gant laz-seniñ kêr, war zigarez lidañ digoradur ar c'h- Capitolio Nacional.
E 1935, ez eas di en-dro, gant Ñico Saquito hag e laz-seniñ Cuban Star, hag eno e chomas neuze.
[kemmañ] Soner
Desket e-unan seniñ tres ha rebed, e krouas ur benveg nevez diwar an daou venveg-se, an armónico urseurt gitar 7 kordenn dezhi Kalz eus e ganaouennoù a oa leun a fent hag a ijin, en ton koulz hag er son. Er bloavezhioù 1930, gant ar stollad Hatuey, ez eas da v-México, hag e kemeras perzh e daou film, México Lindo ha Tierra Brava.
E México ivez ez eas da son treujenn-gaol gant an Trio Matamoros, ha ganto Benny Moré. Eno ivez e 1942, e voe krouet Los Compadres gantañ ha gant Lorenzo Hierrezuelo. Lorenzo ar c'haner a oa Compay Primo (paeron kentañ), ha Repilado an diskaner a oa Compay Segundo, an anv a viro betek ar fin.
Goulennet e voe digantañ perak ez eas da goll giz an eil mouezh, hini an diskaner, dreist-holl adalek 1950, e respontas: "Ar re yaouank ne fell ket dezho ken mont da-heul ur c'haner. Holl e fell dezho bezañ steredennoù eus an eil deiz d'egile. Sellit pegeit on bet o c'hortoz, pet hent am eus baleet, pet tra am eus ranket ober. Atav e vezañ o kregiñ, ha neket oc'h echuiñ."
[kemmañ] E ganaouennoù
[kemmañ] Bloavezhioù 1990
[kemmañ] E bladennoù
- 1942-1955
- "Sentimiento Guajiro"
- "Cantando en el Llano"
- "Compay Segundo y Compay Primo"
- "Mi Son Oriental"
- "Los Reyes del Son"
- "Los Compadres"
- 1956-1995
- "Balcón de Santiago"
- "Balcón de Santiago - Reedición"
- "Saludo, Compay"
- 1996-2002
- "Cien Años de Son"
- "Son del Monte"
- "Buena Vista Social Club"
- "Antologia" (1997)
- "Lo Mejor de la Vida"
- "Calle Salud"
- "Yo Soy del Norte"
- "Antologia" (2001)
- "Las Flores de la Vida"
- "Duets" (2002)
[kemmañ] Liammoù
- Lec'hienn a gas d'ur bern liammoù arall: segundo.htm