Dwynwen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur santez a Gembre er Vvet kantved, eo Dwynwen, met anavezet eo e Breizh ivez, pe da vihanañ e Plouc'ha, ma veze graet Santez Twina ar Mor anezhi. Pedet e veze ar santez ouzh an derzhienn, ha pardon a veze d'ar 16 a viz Mae.

Anv zo anezhi e barzhoneg Anatol ar Braz "Deus feunteun santez Dwinen".

Taolenn

[kemmañ] Kembreadez

Merc'h e oa Dwynwen, pe Dwyn, da v-Brychan, roue Brycheiniog er Vvet kantved. Hennezh en devoa merc'hed e-leizh, 24 hervez ar vojenn. Orgediñ a reas Dwynwen ouzh Maelon Dafodrill met ragaozet e oa un dimeziñ all gant he zad. Savet droug e Maelon, hag eñ da wallañ Dwynwen. Tec'hel a reas Dwynwen d'ar c'hoadeier mac'houlennas ouzh Doue ankouaat Maelon

Gant he c'hoar Ceinwen e oa aet da Enez Mon da chom, war an aod. Diwarni eo bet anvet Ynys Llanddwyn ha Porthddwyn, war lez ar Menai. Un iliz vihan zo bet savet eno d'ar santez. Menel a reas kousket. En he hunvre e welas un ael a roas dezhi ur banne died dous da ziverkañ ar soñj eus Maelon diwar he spered, ha treiñ ar paotr en skorn.


[kemmañ] Amourouzien

Santez an amourouzien eo e Kembre ha lidet e vez Dydd Santes Dwynwen (Deiz santez Dwynwen) d'ar 25 a viz Genver, ken brudet eno abaoe ar bloavezhioù 1960 ha Gouel Valentin e broioù zo e miz C'hwevrer. Embannet e vez kartennoù-post, aozet e vez sonadegoù

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Lennadurezh

  • Albert Deshayes, Dictionnaire des prénoms Celtiques, Le Chasse-Marée, Douarnenez.
  • Farmer, D.H., (1978) The Oxford Dictionary of Saints. Oxford: Clarendon Press.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all