Iañ kantved

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

I milved kt JK | I milved | Eil milved

../.. | Eil kantved kt JK | I kantved kt JK | I kantved | Eil kantved | IIIe kantved | ../..

Bloavezhioù 0 | Bloavezhioù 10 | Bloavezhioù 20 | Bloavezhioù 30 | Bloavezhioù 40
Bloavezhioù 50 | Bloavezhioù 60 | Bloavezhioù 70 | Bloavezhioù 80 | Bloavezhioù 90

1 2 3 4 5 6 7 8 9 10
11 12 13 14 15 16 17 18 19 20
21 22 23 24 25 26 27 28 29 30
31 32 33 34 35 36 37 38 39 40
41 42 43 44 45 46 47 48 49 50
51 52 53 54 55 56 57 58 59 60
61 62 63 64 65 66 67 68 69 70
71 72 73 74 75 76 77 78 79 80
81 82 83 84 85 86 87 88 89 90
91 92 93 94 95 96 97 98 99 100

Gwelet ivez : Roll ar C'hantvedoù, Sifroù roman


Kregiñ a ra ar c’hantved I d'ar 1añ Genver 1 hag e echu d'an 31 Kerzu 100.

Darvoudoù[kemmañ]

Afrika[kemmañ]

  • Treuztiriadegoù ar pobloù Bantou.
  • En Etiopia, betek treuzoù an oadvezh kristen, ez implijer reizhiadoù skrivañ kensonennek-rik sabeek pe mineek kreisteiz Arabia o tont eus al lizherenneg fenikek evit skrivañ engravadurioù war vein. Goude e emdro ar skritur betek an IIIe kantved war-du lizherennoù-red ma stager arouezennoù bihan evit merkañ ar vogalennoù. Emdreiñ a ra ar yezh eus he zu ivez ha graet e vo Gez eus an doare-skrivañ-se diwar anv an Agezaded, unan eus ar pobloù pennañ staliet en Etiopia.
  • Poblet eo Enez Madagaskar gant Pigmeed deuet eus Afrika (ar Vazimbaed kevrinus). Dilestret o defe Indoneziz war an enez e-tro deroù an oadvezh kristen goude bezañ hedet aod reter Afrika. Er mare-se e vefe bet degaset ganto plant dianav war an enez betek neuze, evel an ignam, ar bananez hag ar C’hraoñ-kokoz.
  • Peuraloubiñ a ra ar Romaned bro ar C’haramaed (Djerma) e-tro deroù ar I kantved.

Amerika[kemmañ]

  • Treuztiriadegoù ar pobloù Arawak war-du an Antilhez (Mor Karib).
  • Sevenadur an Ipioutak e kornôg Alaska (1-900). Mont a ra da get implij ar prierezh, ar c’hleuzeurioù, ar plakennoù-maen hag ar rikoù hemolc’hiñ ar balumed. Treuztiriadegoù mareadek etre argoad (goañv) hag arvor ar meurvor Atlantel (hañv) evit chaseal bronneged mor bihan.
  • Sevenadur Inuited ar meurvor Habask e su Alaska (1-1600). Ostilhoù war blakennoù maen, bazalt hag eskern. Kleuzeurioù eoul e maen. Hemolc’h ar bronneged mor ha pesketa (eoged).
  • Prantad ar Farderien paneroù II e mervent Norzhamerika (1-500). Kêriadennoù a stroll betek unnek ti kelc’hiek, sanket al leur anezho un tammig, savet war lein tornaodoù a-us d'ar plaenennoù stêr ma c’hounezer maiz. Dastumet e vez c’hoazh an darn vrasañ eus ar plant magus.
  • Dont a ra war wel sevenadurioù kemplezh war aod hanternoz ar meurvor Habask ; artizanelezh war goad.
  • Mestr eo ar Voched, brudet evit o labour war an aour hag ar prierezh, war norzh arvor Perou.

Sina[kemmañ]

Azia Greiz[kemmañ]

Gevret Azia[kemmañ]

  • E Kambodja eus ar I d'ar VIvet kantved e astenn ar Funan, ur rouantelezh indianekaet diazezet war delta ha red kreiz ar Mekong, he beli war su Indezsina dre he galloud milourel hag armerzhel. Darempredoù politikel ha sevenadurel zo etrezi, Sina hag India.
  • Kreizenn voudaek Peitkhano, e kreiz Birmania (eus ar I d'ar Vvet kantved). En em astenn a ra kêr war 800 ha, kelc’hiet eo gant ur vogeriad vrikennoù poazh zo teir dor enni. Kavet ez eus bet eno dilerc’hioù ouzhpenn 100 danframm brikennoù : bezioù e jarloù, savadurioù brikennek implijet evit ar velestradurezh, ar relijion pe al lidoù, manati heñvel ouzh re su India, gronnet gant daou stoupa. E bambouz pe koad eo savet an darn vrasañ eus an tiez annez.
  • Mojenn javanat Aji Saka : ur priñs deuet eus India a zesk ar skritur da bobl Java, un tamm steredoniezh hag ar gronologiezh.

India[kemmañ]

Europa[kemmañ]

Roma[kemmañ]

Oseania[kemmañ]

  • Treuztiriadegoù ar pobloù polinezian a-dreuz Oseania.

Reter-nesañ hag ar bed arab[kemmañ]

Judea[kemmañ]

  • Sellet a reer e penn-kentañ ouzh ar Gristeniezh evel ouzh ur sektenn yuzev kaset war-raok gant diskibled veur. En em ledañ a ra fonnus e-touez ar yuzevien helenekaet a selle ouzh Jezus Krist evel ouzh ar salver (Yeshua en hebraeg), ar Mesiaz, gortozet ha kemennet gant an diouganoù. Koulskoude e teu a-benn ar relijion nevez-se da wriziennañ kalz kreñvoc’h en-dro da Roma ha da Europa eget e Judea hec’h-unan ma oa ar yuzevegezh ur relijion undoueel kozh-kozh zo arsavet kreñv a-enep d'ar relijion nevez evit derc’hel d'ar gizioù hengounel.
  • Er I kantved ez a tud a orin gresian d'ober an darn vrasañ eus poblañs Judea; yuzevien eo an drederenn anezhi hag un nebeud Arabed ha Nabateed zo ivez.
  • E-kerzh ar c’hantved e teu an traoù da stegnañ da vat ; despoted zo eus gouarnourien Judea ha kas a reont ar Yuzevien d'en em sevel. Yuzevien trelatet, ar Zeloted a grog gant un emsavadeg feuls. Friket int e 70 gant an Impalaer Vespasian ha goude gant e vab Titus. Adpreizhet eo Jeruzalem ha distrujet an Templ en-dro. E 74 e rank Kreñvlec’h Masada kodianañ; fin zo d'an emsavadeg.

Tud dibar[kemmañ]