Hent ar Seiz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hent ar seiz)
Mont da : merdeiñ, klask
20050516220851!Seidenstrasse GMT.jpg

Hent ar Seiz[1] a vez graet eus an hentoù darempredet gant karavanennoù marc’hadourien a zegase seiz eus Sina da Europa en Henamzer hag er Grennamzer. Degaset eo bet an termen Hent ar Seiz gant Ferdinand von Richthofen.

Pa gomzer eus Hent ar Seiz, e soñjer alies en hent pennañ, boasañ, a gase eus Xi'an (a oa kêr-benn Sina gwechall), dre Lanzhou, Wuwei ha Zhangye betek Dunhuang ; eno e oa rannet etre hent an norzh ha hent ar su a yae o-daou hebiou dezerzh Takla Makan a-raok dont da unaniñ en-dro e Kashgar ha kas dre Samarkand, Buc’hara, Tehran betek Antioc’heia (hiziv Antakya), war aod ar Mor Kreizdouar.

Dre Hent ar Seiz e veze kaset marc’hadourezh evel ar seiz pe c’hoazh ar spisoù, ar gwer pe ar porselen. Ha dre an hent-se, ha dre ar c’henwerzh, e voe skignet relijionoù ha sevenadurioù. Evel-se e voe tizhet Sina ha Japan gant ar voudaegezh. Dre an hent-se ivez e voe ledet kredenn gristen Nestorius betek kêr-benn Sina ar mare-hont, evel m’eo bet diskouezet deomp gant enklaskoù henoniourien e Xi'an. Gant an hent-se eo deuet ar paper hag ar poultr betek ar broioù arab, hag alese, goude-se, betek broioù Europa.

Abalamour da gemmoù an hin ha d’ar brezelioù, hag abalamour dreist-holl ma voe kavet gwelloc’h mont dre hentoù mor, goude ergerzhadegoù ar Spagnoled hag ar Bortugaliz, e voe kollet talvoudegezh ha pouezusted gant Hent ar Seiz goude ar XVvet kantved. Bremañ eo deuet da vezañ un hent darempredet gant touristed.

Notennoù[kemmañ]

  1. Hent ar Sidanerien, e Geriadur Vallée.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Mini monde chinois.2.png Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.