San Francisco (Kalifornia)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
San Francisco (IPA: [sæn fɹænsɪsko]), kêr ha porzh-mor, e kreiz stad kevredet Kalifornia (SUA), war ribl ar Meurvor Habask. Unan eus ar c'hêrioù birvidikañ e-keñver ar stuzegezh hag ar spered nevesaat. Diazezet eo bet e 1776 gant ar Spagnoled tro-war-dro d'ur c'heñlec'h en Nor Aour (Golden Gate) ha d'ur gouent mision dediet da Sant Frañsez a Asiz war ur gourenez etre ar Meurvor Habask ha morlenn San Francisco. Gant 745 000 annezad e kontelezh San Francisco eo ar gêr ar pevare e-keñver ar boblañs er Stadoù-Unanet. E bannlev gevred ar gêr, en tu all d'ar vorlenn, ez eus un takad obererezh brudet, ar Silicon Valley (Traoñienn ar silikiom) e anv. Eno e vez ijinet darn vras ijinadennoù a denn d'an elektronik ha d'an urzhiataerezh.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Gevelliñ
|