Snake River
Eus Wikipedia
Ar stêr Snake hag ar menez Grand Teton
Snake pe en un doare hollekoc'h Snake River a zo ur stêr amerikan, hag a vez e gwalarn ar vro. Talvezout a ra "naer" e saozneg ; moarvat e zeu eus un arouez gant stumm "S" bet graet gant an amerindianed Shoshone gant o daouarn evit diskouez doare neuial ar eoged. Ar stêr Snake a zo hir a 1670 km hag an adstêr hirrañ eus ar stêr Columbia. Eienenn ar stêr a zo er Wyoming, e Park Broadel Yellowstone a-raok kenderc'hel davet Park Broadel Grand Teton. Treuziñ a ra Stad an Idaho ha stummañ a ra ar vevenn gant an Oregon. Mont a ra goude-se e Washington evit kendeuziñ gant ar stêr Columbia e Pasco. E fonnder keidennek a zo a 1610 m³/s.