Lez-veur SUA

Eus Wikipedia

Lez-veur Stadoù-Unanet Amerika (saozneg: Supreme Court of the United States pe United States Supreme Court, teskanv: SCOTUS) eo live uhellañ ar galloud barn er Stadou-Unanet Amerika ha lez-varn er fin diwezhañ.

Savet eo hervez ar pennad III eus bonreizh Stadou-Unanet Amerika. Barrek eo war holl ar pezh a sell ouzh ar vonreizh, lezennoù SUA hag ar feurioù-emglev sinet gant SUA.

E Washington D.C. emañ e sez.

Dre voaz e vez graet gant anvioù ar glemmerien hag an difennerien evit ober anv eus aretoù al lez-veur. Da skouer :

1954 : Aret Brown v. Board of Education of Topeka — A lak fin d'an dispartiach er skolioù.

2015 : Aret Obergefell v. Hodges — A lak reizhus an dimeziñ heñvelreviad er Stadoù Unanet.