Rio Grande (Norzhamerika)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Meurastumm.png Evit sterioù all ar ger Río Grande, gwelit ar bajenn disheñvelout.

Red ar Río Grande
Ar Rio Grande e Park Broadel Big Bend
Ar Rio Grande er Park Broadel Big Bend.

Ar Rio Grande, anavezet evel río Bravo del Norte pe Río Bravo e Mec'hiko (dreist-holl evit al lodenn en ardraoñ d'ar c'hember gant ar Río Conchos), Tooh Baʼáadii e navac'hoeg, Kótsoi en apacheg jicarilla, a zo ur stêr hir ha bras, 3 037 km a hed dezhi, hag emañ hec'h andon e Colorado. War he 2 018 km diwezhañ, adalek El Paso, Texas, e talvez da harzoù naturel etre ar Stadoù-Unanet ha Bro-Vec'hiko. Aberiñ a ra e pleg-mor Mec'hiko.

Stadoù[kemmañ]

Eieniñ a ra e Colorado, treuziñ New Mexico, redek etre Texas en hanternoz dezhi ha Chihuahua, Coahuila, Nuevo León, ha Tamaulipas er c'hreisteiz.

Douaroniezh[kemmañ]

Eieniñ a ra ar Rio Grande e menezioù San Juan, e Colorado, e SUA, ha diskenn a ra dre traoñienn San Luis war-zu ar c'hreisteiz en ur dremen dre Albuquerque ha Las Cruces betek El Paso. 607 965 km² zo d'an diazad doureier, kement ha broioù evel Botswana pe Ukraina.


Notennoù[kemmañ]


Adstêrioù pennañ[kemmañ]

Pennadoù kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.