Lennoù Meur Amerika
Eus Wikipedia
Lennoù Meur Amerika, pe Lennoù Meur Norzhamerika pe al Lennoù Meur hepmuiken, zo un hollad lennoù en em astenn war an harzoù etre Kanada ha Stadoù Unanet Amerika. Mont a reont d'ober ar brasañ hollad ledennadoù dour dous zo er bed. En holl en em astennont war ur gorread a 243.459 km2, ha tremen 500 000 km2 eo gorread o diazad doureier. Emaint etre proviñsoù Ontario ha Kebek e Kanada, ha stadoù Illinois, Indiana, Michigan, Minnesota, New York, Ohio, Pennsylvania, ha Wisconsin, er Stadoù Unanet. Ouzhpenn 33 milion a dud zo o chom war o ribloù.
| Lenn | gorread e km2 | uhelder a-us live ar mor |
|---|---|---|
| Lenn Ontario | 19.477 | 75 m |
| Lenn Erie | 25.719 | 174 m |
| Lenn Huron | 59.570 | 177 m |
| Lenn Michigan | 58.016 | 177 m |
| Lenn Superior | 82.362 | 183 m |