Kib vell-droad ar bed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Current event marker.png Kevezadeg-sport ar mare :
Kib vell-droad ar bed 2014

Kib vell-droad ar bed a zo ur gevezadeg mell-droad etrebroadel hag a vez dalc'het bep pevar bloaz en ur riez aozer. Dalc'het eo bet evit ar wech kentañ war intrudu Jules Rimet, prezidant Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA), e 1930 en Uruguay.

Istor[kemmañ]

Orin ar gevezadeg[kemmañ]

Ar soñj da aozañ ar gevezadeg Kib ar bed a zo deuet kerkent ha lakaet Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA) en e sav e 1904. E 1906 eo raktreset aozañ ar gevezadeg kentañ e Suis, gant pevar rumm, pevar skipailh e pep hini anezho, evit an dro gentañ. Met pa oa bet anv da glozañ an enskrivadurioù gant an holl skipailhoù bet pedet da zont, d'an 31 a viz Eost 1905, n'eus bet kevread ebet evit kadarnaat hag e oa bet nullet ar raktres. E 1908 e sav KEFA un tournamant mell-droad olimpek hag e klask lakaat anezhañ da vezañ anvet evel kampionad mell-droad amatour ar bed. Kadarnaet eo ar meno-se e 1914 da geñver kendalc'h KEFA. Met chom a ra sac'het an intrudu abalamour d'ar Brezel-bed kentañ. Goude ar Brezel Bras e cheñch KEFA hec'h emzalc'h. Adal m'eo dilennet Jules Rimet e penn KEFA e stourm evit ma ne vefe ket anvet an tournamant olimpek da gampionad mell-droad amatour hag evit ma vo krouet ur gevezadeg etrebroadel nevez. A-benn ar fin eo savet KEFA a-du gant ar raktres Kib ar bed d'an 28 a viz Mae 1928 : 25 mouezh a-du, 5 a-enep (Ar broioù Skandinaviat) hag unan neptu (Alamagn).[1]

Fiziet eo aozadur kentañ Kib ar Bed en Uruguay d'an 18 a viz Mae 1929 da geñver kendalc'h KEFA 1929 e Barcelona. Dre ma koust kaer-ruz mont da Uruguay, n'eus ken nemet pevar skipailh evit mont di 1930[2] : hini Bro-C'hall, hini Belgia, hini Yougoslavia hag hini Roumania. Dav eo da Jules Rimet ober tro Bro-C'hall zoken, evit kendrec'hiñ pennoù-bras ar melestradurezh, ar c'hoarierien hag an implijerien evit ma vo loc'het gant ar skipailh e koulz. Dont a ra a-benn un toullad a c'hoarierien da ziskregiñ eus o labour evit daou viz, ar pezh n'hall ket ober ar gourdoner Gaston Barreau. Evit enoriñ stourm prezidant KEFA eo "Kib Jules Rimet" anv an trofe a vez da c'hounit etre 1930 ha 1970.

Dibabet e vez lakaat ar gevezadeg nevez bep pevar bloaz, etre pep krogad C'hoarioù Olimpek. E deroù Kib ar bed e veze an hevelep skipailhoù o kenstrivañ an eil a-enep egile da geñver ar C'hoarioù Olimpek, amatourien ma oant holl. Hiviz an deiz eo gwell evit skipailhoù Europa, dre ma vez aozet Kib ar bed a bep eil gant Kampionad mell-droad Europa ar Broadoù, ar pezh ned eo ket heñvel evit ar skripailhoù afrikan a genstriv evit Kib Afrika ar Broadoù bep daou vloaz, zoken pa vez eus Kib ar Bed.

Emdroadur ar gevezadeg[kemmañ]

Diwar ar pennad gallek, da vezañ kendalc'het…

Ar gwechoù[kemmañ]

Goproù[kemmañ]

Gwellañ paler pep dalc'h[kemmañ]

Mell aour (Gwellañ c'hoarier) pep dalc'h[kemmañ]

Gwellañ diwaller-pal pep dalc'h[kemmañ]

Priz Lev Yachin :

Maneg aour :

Gwellañ c'hoarier yaouank pep dalc'h[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Victor Sinet, La Coupe du Monde oubliée, Saint-Cyr-sur-Loire, Alan Sutton, 2002, p. 17-20
  2. Deroù Kib ar bed
  3. Adalek 1982 e voe graet Botez aour eus an trofe a yae da c'hoprañ ar gwellañ paler.