Kib vell-droad ar bed 2010

Eus Wikipedia
Kib vell-droad 2010
Suafrika 2010
Skipailhoù war ar renk 32
(204 er prantad perzhegañ)
Lec'h Banniel Suafrika Suafrika
Deiziadoù 11 Even - 11 Gouere
Kampioned Banniel Spagn Spagn
Krogadoù 64 c'hrogad
Hollad palioù 145 (2.3 dre grogad)
Gwellañ paler(ien) David Villa
Wesley Sneijder
Diego Forlán
Thomas Müller
5 pal

Kib mell-droad ar bed 2010 a zo 19vet Kib mell-droad ar bed. Ar prantad dibenn kentañ eo a c'hoarvez en Afrika, e Suafrika resis, goude hini 2006 a oa bet en Alamagn ha ma oa aet ar maout gant skipailh Italia hag a-raok hini 2014 a dremeno e Brazil. 32 skipailh a c'hoari an eil ouzh egile e-pad ur miz, eus an 11 a viz Mezheven d'an 11 a viz Gouere, e 10 stad ar vro e Bloemfontein, Durban, Johannesburg (daou stad), Kêr ar C'hab, Nelspruit, Polokwane, Port Elizabeth, Pretoria ha Rustenburg. Bras-meurbet e vez ar vrud degaset d'ar vro aozet ganti ar gib hag an teuliad gwellañ e-touez an holl vroioù a ya war ar renk eo a vez dibabet gant ar FIFA, diouzh ar raktres stadoù mell-droad, treuzdougen, degemer skipailhoù ha lojañ arvesterien, surentez... kinniget gant pep hini. Ent-pleustrek, gant ar budjed ret da aozañ ar gib hag a ya war greskiñ a vloaz da vloaz n'eus nemet broioù pinvidik hag a c'hall kaout spi da aozañ an darvoud-mañ, anezhañ an eil darvoud sportel skignet ar muiañ war skinwelioù ar bed goude ar c'hoarioù olimpek.
En tu-hont d'ar sport eo arouezel-tre an dibab graet gant ar FIFA d'an 23 a viz Even 2003 p'en doa divizet fiziañ aozañ ar gib e bro Nelson Mandela, stourmer hollvrudet a-enep d'an apartheid. Er vro-mañ, betek fin an apartheid, e veze c'hoariet mell-droad gant ar re zu ha rugbi gant ar re wenn. Gant al liammoù a zo etre ar politikerezh hag ar sport e talvez ivez aozañ un darvoud etrebroadel a live-mañ, evit an aozerien, kinnig d'ar bed-holl ur skeudenn bozitivel eus ur vro gouest da vodañ div bobl bet enebour an eil ouzh eben, tro-dro d'un darvoud meur, anezhañ arouez ul lañs nevez. En ul live all, e 1998, e oa bet forzh prezegennoù e Bro-C'hall pa oa aet ar gib gant skipailh Zinedine Zidane, war ar Frañs black blanc beur, da lakaat an trec'h-mañ da arouez ur vro he dije gouezet degemer enbroidi hag o dije o flas en ur vro lies met heñvel ar gwirioù evit an holl.
Ar wech kentañ en hec'h istor eo ma c'hounez skipailh Spagn ar gib-mañ. Gantañ ivez an hini e oa aet kib diwezhañ kampionad Europa, e 2008.E-kerzh ar 116vet munutenn, pa oa an astenn war achuiñ a-raok laoskel e blas d'ar prantad tennoù d'ar pal e lak ar c'hoarier eus FC Barcelona Andrés Iniesta ar volotenn e foñs palioù skipailh an Izelvroioù a goll an 3de gourfenn eus o istor goude bezañ graet kazeg e 1974 ha 1978. Ar bloaz 2010 eo ivez an hini kentañ ma c'hounez ur skipailh Europat en diavaez eus e gevandir hag ar wech kentañ ma vez daou skipailh disheñvel eus Europa o c'hounit div wech diouzh renk.

Skipailhoù an tournamant diwezhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 25 a viz Du 2007 e Durban (Suafrika) e oa bet tennet an 204 skipailh d'ar sort evit sevel strolladoù ar prantad perzhegañ, da lavaret eo gouzout e peseurt poullad e vije pep hini, ha diwar se a-enep da beseurt skipailhoù e ranke c'hoari a-benn bezañ miret en tournamant diwezhañ. 31 plas a oa evit an holl skipailhoù-mañ hag unan ouzhpenn evit ar vro degemer, Afrika ar Su.

Evit skipailhoù zo avat, an tournamant perzhegañ a oa kroget a-raok : c'hoarioù Su ar Meurvor Habask a dalveze da dournamant perzhegañ evit Rann Okeania.

An 32 skipailh o deus gounezet o flas evit ar gevezadeg diwezhañ
Dre rann hag o skiant-prenet
Kartenn Rann Europa
13 plas
Rann Amerika ar Su
5 plas
Rann Afrika
6 plas
en o zouez unan evit ar vro degemer
Skipailhoù an tournamant diwezhañ e-pad kib 2010
Rann Okeania
1 plas
Rann Norzhamerika, Kreizamerika ha Karib
3 flas
Rann Azia
4 flas

Krogadoù an tournamant diwezhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alc'hwez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En taolennoù a-is :

  • C'h = Krogadoù c'hoariet
  • G = Krogadoù gounezet
  • R = Krogadoù rampo
  • K = Krogadoù kollet
  • PL = Palioù lakaet
  • PT = Palioù tapet
  • Dif = Diforc'h palioù (PL-PT)
  • Poentoù = Hollad poentoù
  • Pen : Pal lakaet dre benalti
  • PES : Pal lakaet a-enep d'e skipailh
  • g.a. : goude an astenn (skor e fin ar prantad astenn un hanter eur)

Poulloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Strollad A[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1 Uruguay 7 3 2 1 0 4 0 +4
2 Banniel Mec'hiko Mec'hiko 4 3 1 1 1 3 2 +1
3 Banniel Suafrika Suafrika 4 3 1 1 1 3 5 -2
4 Frañs Frañs 1 3 0 1 2 1 4 -3
11 Even Banniel Suafrika Suafrika
(Tsahabala 55')
1 - 1 Banniel Mec'hiko Mec'hiko
(Marquez 79')
11 Even Uruguay 0 - 0 Frañs Frañs
16 Even Banniel Suafrika Suafrika 0 - 3 Uruguay
(Forlan 24' ha 80' (Pen), Pereira 95')
17 Even Frañs Frañs 0 - 2 Banniel Mec'hiko Mec'hiko
(Hernandez 64', Blanco 79' (Pen))
22 Even Banniel Mec'hiko Mec'hiko 0 - 1 Uruguay
(Suarez 43')
22 Even Frañs Frañs
(Malouda 70')
1 - 2 Banniel Suafrika Suafrika
(Khumalo 20', Mphela 37')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad A a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad B ha 2vet ar strollad A a c'hoari a-enep da 1 ar strollad B.

Strollad B[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1 Banniel Arc'hantina Arc'hantina 9 3 3 0 0 7 1 +6
2 Republik Korea Republik Korea 4 3 1 1 1 5 6 -1
3 Gres Gres 3 3 1 0 2 2 5 -3
4 Nijeria Nigeria 1 3 0 1 2 3 5 -2
12 Even Republik Korea Republik Korea
(Lee Jung Soo 7', Park Ji Sung 52')
2 - 0 Gres Gres
12 Even Banniel Arc'hantina Arc'hantina
(Heinze 6')
1 - 0 Nijeria Nigeria
17 Even Gres Gres
(Salpingidis 44', Torosidis 71')
2 - 1 Nijeria Nigeria
(Uche 16')
17 Even Banniel Arc'hantina Arc'hantina
(Park 17' (PES), Higuain (33', 76', 80')
4 - 1 Republik Korea Republik Korea
(Lee Chung Yong 46')
22 Even Nijeria Nigeria
(Uche 12', Yakubu 69' (Pen))
2 - 2 Republik Korea Republik Korea
(Lee Jung Soo 38', Park Chu Young 49')
22 Even Gres Gres 0 - 2 Banniel Arc'hantina Arc'hantina
(Demichelis 77', Palermo 89')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad B a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad A ha 2vet ar strollad B a c'hoari a-enep da 1 ar strollad C.

Strollad C[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet 5 3 1 2 0 4 3 +1
2 Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz 5 3 1 2 0 2 1 +1
3 Slovenia Slovenia 4 3 1 1 1 3 3 0
4  Aljeria 1 3 0 1 2 0 2 -2
12 Even Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
(Gerrard 4')
1 - 1 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
(Dempsey 40')
13 Even  Aljeria 0 - 1 Slovenia Slovenia
(Koren 79')
18 Even Slovenia Slovenia
(Birsa 13', Ljubijankic 42')
2 - 2 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
(Donovan 48', Bradley 82')
18 Even Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz 0 - 0  Aljeria
23 Even Slovenia Slovenia 0 - 1 Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
(Defoe 23')
23 Even Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
(Donovan 91')
1 - 0  Aljeria

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad C a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad D ha 2vet ar strollad C a c'hoari a-enep da 1 ar strollad D.

Strollad D[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1 Alamagn Alamagn 6 3 2 0 1 5 1 +4
2 Ghana Ghana 4 3 1 1 1 2 2 0
3 Banniel Aostralia Aostralia 4 3 1 1 1 3 6 -3
4  Serbia 3 3 1 0 2 2 3 -1
13 Even  Serbia 0 - 1 Ghana Ghana
(Gyan 85')
13 Even Alamagn Alamagn
(Podolski 8', Klose 26', Müller 68', Cacau 70')
4 - 0 Banniel Aostralia Aostralia
18 Even Alamagn Alamagn 0 - 1  Serbia
(Jovanovic 38')
19 Even Ghana Ghana
(Gyan 25' (Pen))
1 - 1 Banniel Aostralia Aostralia
(Holman 11')
23 Even Ghana Ghana 0 - 1 Alamagn Alamagn
(Özil 60')
23 Even Banniel Aostralia Aostralia
(Cahill 69', Holman 73')
2 - 1  Serbia
(Pantelic 84')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad D a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad C ha 2vet ar strollad D a c'hoari a-enep da 1 ar strollad C.

Strollad E[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1 Izelvroioù Izelvroioù 9 3 3 0 0 5 1 +4
2 Banniel Japan Japan 6 3 2 0 1 4 2 +2
3 Banniel Danmark Danmark 3 3 1 0 2 3 6 -3
4 Banniel Kameroun Kameroun 0 3 0 0 3 2 5 -3
14 Even Izelvroioù Izelvroioù
(D. Agger 46' (PES), D. Kuyt 85')
2 - 0 Banniel Danmark Danmark
14 Even Banniel Japan Japan
(Honda 39)
1 - 0 Banniel Kameroun Kameroun
19 Even Izelvroioù Izelvroioù
(Sneijder 53')
1 - 0 Banniel Japan Japan
19 Even Banniel Kameroun Kameroun
(Etoo 10')
1 - 2 Banniel Danmark Danmark
(Bendtner 33', Rommedahl 61')
24 Even Banniel Danmark Danmark
(Tomasson 81')
1 - 3 Banniel Japan Japan
(Honda 17', Endo 30', Okazaki 87')
24 Even Banniel Kameroun Kameroun
(Etoo 65' (Pen))
1 - 2 Izelvroioù Izelvroioù
(Van Persie 36', Huntelaar 83')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad E a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad F ha 2vet ar strollad E a c'hoari a-enep da 1 ar strollad F.

Strollad F[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1 Paraguay Paraguay 5 3 1 2 0 3 1 +2
2 Slovakia Slovakia 4 3 1 1 1 4 5 -1
3 Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez 3 3 0 3 0 2 2 0
4  Italia 2 3 0 2 1 4 5 -1
14 Even  Italia
(De Rossi 63')
1 - 1 Paraguay Paraguay
(Alcaraz 39')
15 Even Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez
(Reid 93')
1 - 1 Slovakia Slovakia
(Vittek 50')
20 Even Slovakia Slovakia 0 - 2 Paraguay Paraguay
(Vera 27', Riveros 86')
20 Even  Italia
(Iaquinta 29' Pen)
1 - 1 Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez
(Smeltz 7')
24 Even Slovakia Slovakia
(Vittek 25' ha 73', Kopunek 89')
3 - 2  Italia
(Di Natale 81', Quagliarella 92')
24 Even Paraguay Paraguay 0 - 0 Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad F a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad E ha 2vet ar strollad F a c'hoari a-enep da 1 ar strollad E.

Strollad G[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1  Brazil 7 3 2 1 0 5 2 +3
2 Portugal Portugal 5 3 1 2 0 7 0 +7
3  Aod an Olifant 4 3 1 1 1 4 3 +1
4 Banniel Republik Poblel ha Demokratel Korea Korea an Norzh 0 3 0 0 3 1 12 -11
15 Even  Aod an Olifant 0 - 0 Portugal Portugal
15 Even  Brazil
(Maicon 55', Elano 72')
2 - 1 Banniel Republik Poblel ha Demokratel Korea Korea an Norzh
(Ji 89')
20 Even  Brazil
(Fabiano 25'ha 50', Elano 62')
3 - 1  Aod an Olifant
(Drogba 79')
21 Even Portugal Portugal
(Meireles 29', Simao 53, Almeida 56', Tiago 60' ha 89', Liedson 81', Ronaldo 87')
7 - 0 Banniel Republik Poblel ha Demokratel Korea Korea an Norzh
25 Even Portugal Portugal 0 - 0  Brazil
25 Even Banniel Republik Poblel ha Demokratel Korea Korea an Norzh 0 - 3  Aod an Olifant
(Toure 14', Romaric 20', Kalou 82')

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad G a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad H ha 2vet ar strollad G a c'hoari a-enep da 1 ar strollad H.

Strollad H[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkamant fin
  Skipailh Poentoù C'h G R K PL PT Dif
1 Banniel Spagn Spagn 6 3 2 0 1 4 2 +2
2 Chile Chile 6 3 2 0 1 3 2 +1
3 Suis Suis 4 3 1 1 1 1 1 0
4 Honduras Honduras 1 3 0 1 2 0 3 -3
15 Even Honduras Honduras 0 - 1 Chile Chile
(Beausejour 34')
15 Even Banniel Spagn Spagn 0 - 1 Suis Suis
(Fernandez 52')
21 Even Chile Chile
(Gonzalez 75')
1 - 0 Suis Suis
21 Even Banniel Spagn Spagn
(Villa 17' ha 51')
2 - 0 Honduras Honduras
25 Even Chile Chile
(Millar 47')
1 - 2 Banniel Spagn Spagn
(Villa 24', Iniesta 37')
25 Even Suis Suis 0 - 0 Honduras Honduras

Ur wech c'hoariet holl grogadoù ar poullad ez a an 2 skipailh kentañ d'an 8vet gourfennoù : 1 ar strollad H a c'hoari a-enep da 2vet ar strollad G ha 2vet ar strollad H a c'hoari a-enep da 1 ar strollad G.

Eizhvet gourfennoù ha pelloc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

8vet gourfennoù Kardgourfennoù Hanter-c’hourfenn Gourfenn
       
                                   
  26 Even 16:00            
'   1 ar strollad   A   Uruguay
(Luis Suarez 8' ha 80')
 2
  2 Gouere 20:30
'   2 ar strollad   B  Republik Korea Republik Korea
(Lee Chung Yong 68')
 1  
    Uruguay
(Forlán 55')
 1
(4)g.a.
26 Even 20:30
   Ghana Ghana
(Muntari 45')
 1
(2)g.a.
 
'   1 ar strollad   C  Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
(Donovan 62' (Pen))
 1
  6 Gouere 20:30
'   2 ar strollad   D  Ghana Ghana
(Prince 5', Gyan 93')
 2  
    Uruguay
(Forlan 41', Pereira 92')
 2
28 Mez 16:00
   Izelvroioù Izelvroioù
(Bronckhorst 18', Sneijder 70', Robben 73')
 3  
'   1 ar strollad   E  Izelvroioù Izelvroioù
(Robben 18', Sneijder 84')
 2
  2 Gouere 16:00
'   2 ar strollad   F  Slovakia Slovakia
(Vittek 94' (Pen))
 1  
   Izelvroioù Izelvroioù
(Sneijder 53' ha 68')
 2
28 Mez 20:30
    Brazil
(Robinho 10')
 1  
'   1 ar strollad   G   Brazil
(Juan 35', Fabiano 38', Robinho 99')
 3
  11 Gouere 20:30
'   2 ar strollad   H  Chile Chile  0  
   Izelvroioù Izelvroioù  0
27 Even 20:30
   Banniel Spagn Spagn
(Iniesta 117')
 1 (g.a.)
'   1 ar strollad   B  Banniel Arc'hantina Arc'hantina
(Tevez 26' ha 52', Higuain 33')
 3
  3 Gouere 16:00
'   2 ar strollad   A  Banniel Mec'hiko Mec'hiko
(Hernandez 71')
 1  
   Banniel Arc'hantina Arc'hantina  0
27 Even 16:00
   Alamagn Alamagn
(Müller 3', Klose 68' ha 89', Friedrich 74')
 4  
'   1 ar strollad   D  Alamagn Alamagn
(Klose 20', Podolski32', Müller 67' ha 70')
 4
  7 Gouere 20:30
'   2 ar strollad   C  Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
(Upson 37')
 1  
   Alamagn Alamagn  0
29 Even 16:00
   Banniel Spagn Spagn
(Puyol 73')
 1   Krogad 3de plas
'   1 ar strollad   F  Paraguay Paraguay  0
(5)g.a.
  3 Gouere 20:30 10 Gouere 20:30
'   2 ar strollad   E  Banniel Japan Japan  0
(3)g.a.
 
   Paraguay Paraguay  0   Uruguay
(Cavani 28', Forlan 51')
 2
29 Even 20:30
   Banniel Spagn Spagn
(Villa 83')
 1    Alamagn Alamagn
(Müller 19', Jansen 56', Khedira 82')
 3
'   1 ar strollad   H  Banniel Spagn Spagn
(Villa 63')
 1
 
'   2 ar strollad   G  Portugal Portugal  0  
 

Gwellañ lakaerien palioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

5 pal

4 fal

3 fal

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]