Ar C'hab (Suafrika)
Eus Wikipedia
Eil kêr vrasañ Suafrika eo Ar C'hab (saozneg Cape Town, afrikaneg ha nederlandeg Kaapstad, xhosaeg iKapa) gant 3,5 milion annezad. Kêrbenn proviñs Kornôg-Kab eo. Kêrbenn-lezenniñ Suafrika eo ivez dre m'emañ sez Parlamant ar vro.
Brudet eo ar gêr evit he forzh hag he lec'hiennoù naturel (Menez an Daol, Cape Point).
[kemmañ] Tud brudet
- John Maxwell Coetzee, skrivagner ganet er C'hab e 1940, priz Nobel al lennegezh 2003
- Eirini Hellaz, priñsez Gres ha Danmark, ganet e 1942
[kemmañ] Gevellerezh
[kemmañ] Liammoù diavaez