Johannesburg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Johannesburg
Kartenn Gauteng ha Johannesburg e ruz

Johannesburg zo kêr vrasañ Suafrika, kêr-benn proviñs Gauteng, hini binvidikañ ar vro. E rannvro Transvaal emañ.
Ha n'eo ket unan eus teir c'hêr-benn ar vro, kavout a reer ar yalc'h hag al lez vonreizhel. Gwelet e vez evel ur greizenn armerzherezh a-bouez (kenwerzh aour ha diamant, obererezhioù arc'hant ...).

4 milion den zo o chom er gêr, hag tost da 8 milion er veurgêr.

Taolenn

[kemmañ] Douaroniezh ha hin

Lec'hiet eo e 1650 metr a uhelder. Klouar eo an amzer e-pad an deiz (war-dro 28° da 30° en hañv ha 10° da 20° er goañv), yen eo avat e-pad an noz (un 15° bennak en hañv ha betek dindan zero er goañv).
Emañ en un 50 km bennak e su Pretoria, kêr-benn velesdraturel ar vro.

[kemmañ] Istor

Johannesburg e 1896
Skrab-oabl e Johannesburg

Liammet eo ledañ ar gêr gant dizoloadenn an aour e 1886. Kresk a ra neuze buan-kennañ. Krouet eo ur yalc'h an dalvoudoù (ar Johannesburg Stock Exchange) adal 1887.
Postadurioù bras diloc'h er bloavezhioù 1930 (savadurioù Art déco) hag er bloavezhioù 1970 (skrapoù-oabl) en deus kemeret perzh e diorren ar gêr.

[kemmañ] He annezidi

73 % eus ar boblañs a zo du, 16 % a zo gwenn, 6 % a zo hiron ha 4 % azian (en o zouez Indianed). 42 % eus an annezidi zo dindan 24 bloaz.
An ngunieg eo ar yezh muiañ komzet (34 %), ha war-lerc'h ar sothoeg (26 %), ar saozneg (19 %) hag an afrikaaneg (8 %).
7 % eus ar boblañs zo distudi, 29 % deusouto zo diplomet eus an eil derez (high school) ha 14 % deusouto en deus studiet er skol-veur.
Al lodenn vrasañ eus an dud en em zisklêriañ kristen (53 %) ha 24 % a zo dizoue pe supozer. 14 % a zo e ilizoù afrikan a bep seurt, 3 % a zo muzulmaned, 1 % a zo yuzevien hag 1 % all a zo hindoued.

[kemmañ] He c'harterioù

11 rannvro velestradurel a zo enni hiziv an deiz :

Rannvroioù melestradurel Johannesburg
  • Rannvro 1 : Diepsloot, Kya Sand
  • Rannvro 2 : Midrand, Ivory Park
  • Rannvro 3 : Bryanston, Douglasdale, Fourways, Randburg, Sandton, Strijdompark, Sunninghill, Woodmead
  • Rannvro 4 : Northcliff, Rosebank, Parktown
  • Rannvro 5 : Roodepoort, Constantia Kloof, Northgate
  • Rannvro 6 : Doornkop, Soweto, Dobsonville, Protea Glen
  • Rannvro 7 : Alexandra, Wynberg, Bruma
  • Rannvro 8 : Inner City
  • Rannvro 9 : Johannesburg South, City Deep, Aeroton, Southgate
  • Rannvro 10 : Meadowlands, Diepkloof
  • Rannvro 11 : Orange Farm, Ennerdale, Lenasia

Amos Masondo eo he maer, eus strollad an ANC. E dilennadegoù ar gêr d'ar 1añ a viz Meurzh 2006 e yaas ar maout d'an ANC gant 62% eus ar mouezhioù (136 kador), hag ouzhpenn un trede deuzouto d'an Emglev Demokratel (59 kador).
En norzh emañ ar garterioù kran, en o zouez Melrose, Four ways, Rivonia hag ar greizenn aferioù e Sandton.
Er mervent emañ an township Soweto (SOuth WEst TOwnship) hag a zo a-ziwar-lerc'h an apartheid.

Niver a dud e takadoù kerel Johannesburg hervez an niveradeg d'an 09/10/2001 :

Gwel war Johannesburg, an Hillbrow Tower er foñs
takad kêrel poblañs gêrel e 2001
Johannesburg Patrom:0894 715
Soweto Patrom:0772 148
Orange Farm Patrom:0163 778
Roodeport Patrom:0147 308
Alexandra Patrom:0139 484
Meadowlands Patrom:0128 460
Randburg Patrom:0123 109
Sandton Patrom:0118 259
Ivory Park Patrom:0103 371
Diepklof Patrom:093 638
Diepsloot Patrom:047 494
Midrand Patrom:028 500
Rabie Ridge Patrom:022 193
Tshepisong Patrom:020 271
Ebony Park Patrom:016 206
Poortjie Patrom:09 469
Mayabuye Patrom:08 864
Wheeler's Farm Patrom:07 948
Klipfontein View Patrom:03 144
Vlakfontein Patrom:0 821
Kempton Park Patrom:0 685
Total JOHANNESBURG Patrom:02 855 379

mammenn : benveg Superweb :interactive stats SA.

[kemmañ] Armerzh

Kambr mengleuzioù Suafrika

N'eo ket ar mengleuzioù gennad pennañ ar c'horn-bro ken. Diorren ar servijoù hag an aerborzh etrebroadel en deus lakaet Johannesburg da vezañ ur geoded bouezhus evit ar c'henwerzh afrikan ha bedel. Tolpad Johannesburg (Gauteng) a dalvfe 40 % eus PDK Suafrika, .

37 % eus ar boblañs oberiant zo dilabour (91 % deusouto zo du). 19 % a labour e tachenn ar servijoù ha 18 % e tachenn an arc'hant.

[kemmañ] Touriterezh

Banniel Johannesburg

Johannesburg zo ur gêr danjerus, he c'hreiz-kêr da skouer. Disurentez vras zo abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 90.

Al lec'hioù da vezañ gweladennet gant an douristed zo mirdi an apartheid, park tematek Gold Reef City ha karterioù Sandton ha Randburg. Ret eo menegiñ ivez Soweto, an township, e lec'h e vez kavet Mandela House Museum ha Hector Petersen Memorial Monument.

[kemmañ] Aveadurioù sport

Stad Johannesburg hag Ellis Park

Stad rugby brudet Ellis Park a zo e Johannesburg. Gourfenn trede kip rugbi ar bed oa bet eno e 1995. Aet e oa ar maout gant ar re springbok a-enep ar re All-blacks. Nelson Mandela, prezidant du kentañ ar vro, en doa roet eén e-unan an trofe d'ar c'habiten suafrikanaat Francois Pienaar. Un arouez vras e oa pa oa an apartheid o paouez echuiñ. Brasaet e vez evit bremañ evit gourfenn Kib melldroad ar bed 2010 d'ar sul 11 a viz Gouere.

[kemmañ] Gevelliñ

[kemmañ] Anvioù all

Lezanvet eo Johannesburg Joburg, J'burg, The Wild City pe c'hoazh Jozi. eGoli eo he anv e zouloueg, ha talvezout a ra kêr an aour.

[kemmañ] Tud liammet gant ar gêr

[kemmañ] Liammoù diavaez