Arondisamant Felger-Gwitreg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arondisamant Felger-Gwitreg
Arondisamant Felger-Gwitreg
Lec'hiadur arondisamant Felger-Gwitreg e departamant Il-ha-Gwilen
Melestradurezh
Riez Frañs
Rannvro Breizh
Departamant Il-ha-Gwilen
Kod arondisamant 351
Pennlec'h Felger
Stadegoù
Poblañs 168 421 ann. (2007[1])
Gorread 2 152 km²
Stankter 78 ann./km²
Adrannoù
Kantonioù 12
Kumunioù 115

Arondisamant Felger-Gwitreg a zo anezhañ ur rann velestradurel eus Frañs, e departamant Il-ha-Gwilen hag e rannvro Breizh.

Taolenn

Arondisamant Felger-Gwitreg [kemmañ]

Da-heul serridigezh un toullad mat a velestradurioù (Bank Frañs, skouadron archeriezh, renerezh EDF-GDF, renerezh Ar Post, kuzul an aferioù micher, lez-varn ensav...) ha dre ma'z eus re all en arvar (ospital, isprefeti, komiserdi polis) o doa goulennet maer Felger, Louis Feuvrier, ha kannad pastell-vro Felger, Thierry Benoit, soutenet gant gant kannad-maer Gwitreg, Pierre Méhaignerie, e vefe brasaet arondisamant Felger dre lakaat arondisamant kozh Gwitreg e-barzh[2] hag ivez e vefe kenstrollet an div lez-varn ensav e-lec'h serriñ anezho evit kreñvaat hini Roazhon.

Sinet e voe diferad-prefeti krouidigezh arondisamant Felger d'an 28 a viz Kerzu 2009[3]. Talvezout a ra ar grouidigezh-se abaoe ar 1 a viz Here 2010.

Kantonioù [kemmañ]

Rannet eo arondisamant Felger-Gwitreg e 12 kanton :

Daveoù [kemmañ]

  1. (fr) INSEE, poblañs lezennel arondisamantoù Il-ha-Gwilen, 2007
  2. (fr) Pennad war ma.ville.com
  3. ARRETE Portant modification des limites territoriales d’arrondissements de FOUGERES et RENNES du 28 décembre 2009

Gwelet ivez [kemmañ]