Angoulême
Eus Wikipedia
Angoulême zo ur gêr eus departamant Charente ha pennlec'h an departamant-se. War-dro 43 000 a dud zo o chom enni.
Emañ e kember ar stêr Charente, Anguienne ha Touvre.
Angoumois a reer eus bro Angoulême. Ur gontelezh e voe e-pad meur a gantved (IXvet - XVIvet) hag un dugelezh goude (XVIvet - XVIIIvet kantved).
Bep miz Genver e vez aozet Festival Etrebroadel ar Bannoù-Treset e kêr.