Festival Etrebroadel Bannoù-Treset Angoulême
Brasañ festival bannoù-treset europeat eo Festival Etrebroadel Bannoù-Treset Angoulême ("Festival International de la Bande Dessinée d'Angoulême" e galleg). Bep miz Genver eo, e kêr Angoulême, e Bro-C'hall, abaoe 1974.
Roet e vez prizioù a oa graet "Alfred" anezho e deroù ar festival, diouzh ar mank tennet eus Zig et Puce gant Alain Saint-Ogan. Cheñch a reas an anv e 1989 evit "Alph-art" diouzh albom diwezhañ ha diechu Tintin "Tintin et l'Alph-Art" gant Hergé. Lezet e oa an Alph-art a-gostez e 2003 evit prizioù ofisiel Festival Etrebroadel Bannoù-Treset Angoulême. "Les Fauves" eo o anv nevez abaoe 2010. Ouzhpenn se e vez roet Priz Meur kêr Angoulême d'un arzour bev evit oberenn e vuhez. An arzour-mañ a zeu da vezañ prezidant ar festival evit ar bloaz war lerc'h.
Prizioù ofisiel [kemmañ]
- albom gwellañ
- "Les essentiels d'Angoulême" (5 albom)
- deraouad gwellañ
- priz ar publik Fnac-SNCF (dibabet gant ar publik)
- priz ar glad
- priz yaouank
Priz Meur kêr Angoulême [kemmañ]
Notennoù
- ↑ Priz an 10 vloaz
- ↑ Priz ar 15 bloaz
- ↑ Priz Meur dibar an 20 bloaz, roet d'ar 27 a miz Even.
- ↑ Priz dibar ar milved
- ↑ Priz an 30 bloaz.
- ↑ Priz an daou-ugentvet deiz-ha-bloaz.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Lec'hienn ofisiel
- Prizioù (fr)
- Dibab e 2009 (fr)