Katsuhiro Ōtomo (大友克洋, ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1954 e Miyagi) a zo ur mangaka, filmaozer ha senaroour japanat. Brudet eo evit bezañ krouet Akira (ar manga hag ar film).
Katsuhiro Otomo a voe ganet e Miyagi hag e kasas e yaouankiz e Tome-gun. E 1973 ec'h echuas e studioù er skol-veur hag ez eas da Dokyo. D'ar 4 a viz Here 1973 e lakaas embann e vanga kentañ anvet A Gun Report (diwar Mateo Falcone gant Prosper Mérimée).
Goude bezañ savet meur a istor berr bet embannet er magazin Action e krouas e oberenn skiant-faltazi kentañ, anvet Fireball, e 1979. Daoust ma chomas diechu ez eo gwelet evel un oberenn a-bouez pegwir e kaver enni an dodennoù a vefe implijet en-dro gantañ en oberennoù brudetoc'h evel Domu. E miz Genver 1979 e voe embannet Domu ha daou vloaz e padas an embann e magazinoù. E 1983 e voe embannet e stumm ul levr, tapet gantañ prizNihon SF Taisho [1].
E 1982 e krogas Otomo da labourat war ar fiñvtresadennoù : krouiñ a reas tudennoù ar film bevaat Harmagedon. E 1983 e stagas Otomo gant ar pezh a zeufe da vezañ ar manag brudetañ bet savet gantañ : Akira. Eizh vloaz e padas sevel an 2000 pajennad a ya d'ober Akira. E 1987 e labouras en-dro war ar fiñvtresadennoù hag evit ar wech kentañ e voe lakaet da rener ha da senaroour evit ul lodenn eus Neo Tokyo. Da-heul e labouras war div lodenn eus an dastumad anvet Robot Carnival. E-keit ha ma oa embannet Akira e stagas Otomo gant ar fiñvtresadenn diazezet warnañ. E 1988 e teuas ar film er-maez.
Manga/Comics [kemmañ]
| Bloavezh |
Titl |
E berzh |
| 1973 |
A Gun Report |
tresañ, senario |
| 1979 |
Short Peace |
tresañ, senario |
| 1979 |
Highway Star |
tresañ, senario |
| 1979 |
Fireball |
tresañ, senario |
| 1980 |
Domu: A Child's Dream |
tresañ, senario |
| 1980 |
Kibun wa mō Sensō |
tresañ, senario |
| 1981 |
Sayonara Nippon |
tresañ, senario |
| 1982 |
Akira |
tresañ, senario |
| 1984 |
Visitors |
tresañ, senario |
| 1990 |
Kanojo no Omoide... |
tresañ, senario |
| 1990 |
The Legend of Mother Sarah |
senario |
| 1991 |
ZeD |
senario |
| 1996 |
SOS! Tokyo Metro Explorers |
tresañ, senario |
| 1996 |
Batman: Black & White #4 (The Third Mask) |
tresañ, senario |
| 2001 |
Hipira: The Little Vampire |
senario |
| 2006 |
Park |
tresañ, senario |
- Kaba (1987)
- Akira Portfolio (2002)
- Akira Club (2007)
- ↑ http://www.sfwj.or.jp/list.e.html Nihon SF Taisho Award Winners List, Science Fiction Writers of Japan
- "Freedom". (miz Mae 2007) Newtype USA. p. 23.
Liammoù diavaez [kemmañ]