Mirdi Boijmans Van Beuningen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tu su ar mirdi
Tour bihan Babel, tro 1563, Pieter Brueghel gozh

Mirdi Boijmans Van Beuningen eo ar mirdi brasañ a zo e Rotterdam (Izelvroioù). Krouet eo bet e 1847, ha diazezet war dastumad Frans Jacob Otto Boijmans (1767 - 1847). E 1958 e voe ouzhoennet dastumad Daniël George van Beuningen (1877 - 1955), ha d'ar mare-se ivez e voe dibabet anv ar mirdi.

Dastumad[kemmañ]

Er mirdi e kaver oberennoù eus ar Grennamzer betek an arz modern. Kalz oberennoù eus an Izelvroioù a gaver ennañ ivez. E-touez an arzourien vrudetañ ma c'haller gwelout oberennoù savet ganto er mirdi emañ Hieronymus Bosch, Pieter Brueghel gozh, Rembrandt, Claude Monet, Vassily Kandinsky, Vincent van Gogh, Maurizio Cattelan, René Magritte ha Salvador Dalí.

Oberennoù a bouez[kemmañ]

Titl Arzour Bloavezh
Neizh ar c'haouenned Hieronymus Bosch
Ti ar pesketaer, Varengeville Claude Monet 1882
Triviladoù eus Afrika Salvador Dalí 1938
Difennet eilañ René Magritte 1937
War dreuzoù ar frankiz René Magritte 1929
Dremm ar brezel Salvador Dalí 1940
Tour bihan Babel Pieter Brueghel gozh tro 1563
Ar Beajer Hieronymus Bosch tro 1493
Titus e Lectern Rembrandt 1655

Liamm diavaez[kemmañ]