Enki Bilal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Enki Bilal - 2010

Enki Bilal (7 a viz Here 1951, Belgrad) a zo ur filmaozour, tresour ha senarioer bannoù-treset gall. Bosniak e oa e dad, ha tchek e vamm. E 1960 he deus dilojet e familh da Bariz. Goude bezañ studiet e skol an arzoù-kaer e lakaas embann e istor kentañ, Le Bol maudit e ditl, er gelaouenn Pilote.


E oberenn[kemmañ]

E 1975 e teuas er-maez e albom bannoù-treset kentañ, La Croisière des oubliése ditl, senario gant Pierre Christin. E 1979 e teuas er-maez Les Phalanges de l'Ordre noir, un istor diwar-benn brezel diabarzh Spagn, bepred diwar ur senario gant Pierre Christin. E 1980 e stagas gant un heuliad savet gantañ penn-da-benn (tresadennoù ha senario), hag al lodenn gentañ anezhañ, anvet La Foire aux immortels a voe embannet er gelaouenn Pilote. An eil lodenn, La Femme piège he zitl, a voe embannet e albom e 1986. Ouzhpenn al labour hiniennel-se e kendalc'has da genlabourat gant Pierre Christin. Sevel a rejont meur a albom, enno skeudennoù ha poltredoù livet warno (Los Angeles, L'Étoile oubliée de Laurie Bloom ; Cœurs sanglants). An albomoù-se a voe embannet gant Dargaud hag embannadurioù Autrement. E 1982 e tresas Bilal war gwer ul lodenn eus klinkadurioù La Vie est un roman, ur film aozet gant Alain Resnais. Daou vloaz a-raok en doa treset skritell ur film all savet gant Resnais, Mon oncle d'Amérique e ditl. E miz Genver 1987 e resevas Bilal Priz Meur saloñs Angouleme (Grand Prix du 14e Festival d'Angoulême).

E 1989 ec'h echuas Enki Bilal e film kentañ, Bunker Palace Hôtel e ditl, ennañ aktourien evel Jean-Louis Trintignant ha Carole Bouquet. Er memes bloavezh e voe embannet Exterminateur 17 gant Les Humanoides Associés . Ragembannet e oa bet er gelaouenn Métal hurlant e 1978. E 1990 e voe adembannet gant Les Humanoïdes Associés ar pezh a oa bet embannet gant Dargaud : Mémoires d'outre-espace, La Croisière des oubliés, Le Vaisseau de pierre, Les Phalanges de l'Ordre noir, Partie de chasse, ha Cœurs sanglants et autres faits divers. E 1990 e tresas Bilal kinkladurioù ha dilhad ar pezh-c'hoari Romeo ha Julieta, korolladeg gant Angelin Preljocaj. E miz Du 1991 e voe aozet Opéra bulle, un diskouezadeg daou viz anezhi aozet er Villette, e Pariz.

E 1990 e tresas kinkladurioù ha dilhad 'O.P.A. Mia, un opera gant Denis Levaillant, krouet e-pad gouel-c'hoariva Avignon. E miz Gwengolo 1993 e teuas er-maez lodenn ziwezhañ La trilogie Nikopol, Froid Équateur he zitl. Lakaet e voe da levr gwellañ ar bloavezh gant skipailh ar gazetenn Lire. E 1994 e teuas er-maez Bleu sang, ennañ holl dudennoù teir-oberenn Nikopol, embannet gant Christian Desbois Editions. E miz Gwengolo 1996 e teuas er-maez Mémoires d'autres temps, adembannadur kresket ar Bol maudit ha Crux Universalis. E miz C'hwevrer 1997 e teuas er-maez eil film Bilal, Tykho Moone ditl. D'an 22 a viz Gwengolo 1998 e voe embannet Le Sommeil du monstre, lodenn gentañ Peder-oberenn an Euzhvil (Tétralogie du Monstre).

E 2003 e voe embannet 32 décembre, eil lodenn Peder-Oberenn an Euzhvil (Tétralogie du Monstre). D'an 21 a viz Meurzh 2004 e teuas er-maez trede film Bilal, Immortel, ad vitam e ditl, diazezet war La trilogie Nikopol, hag ennañ ur meskaj skeudennoù aozet gant urzhiataer hag aktourien wir evel Linda Hardy pe Charlotte Rampling ha Yann Collette. D'an 3 a viz Mae 2006 e voe embannet Rendez-vous à Paris, trede lodenn Peder-oberenn an Euzhvil (Tétralogie du Monstre). D'an 23 a viz Meurzh 2007 e teuas er-maez Quatre ?, lodenn ziwezhañ Peder-oberenn an Euzhvil (Tétralogie du Monstre). D'an 19 a viz Du 2007 e teuas er-maez Tétralogie du Monstre | L'intégrale du Monstre, dindan stumm un albom, ha dindan stumm un teir-oberenn ivez (an div lodenn ziwezhañ a voe kenteuzet, diwar c'houlenn Bilal).

Oberenn Enki Bilal[kemmañ]

Bannoù-treset[kemmañ]

  1. La Foire aux immortels, 1980
  2. La Femme piège, 1986
  3. Froid Équateur, 1992
  1. Le Sommeil du Monstre, Les Humanoïdes Associés, 1998
  2. 32 Décembre, Les Humanoïdes Associés, 2003
  3. Rendez-vous à Paris, Casterman, 2006
  4. Quatre ?, Casterman, 2007

Filmoù[kemmañ]

  • 1989 : Bunker Palace Hôtel
  • 1996 : Tykho Moon
  • 2004 : Immortel, ad vitam

Skeudennadurioù[kemmañ]

  • Goloioù evit an dastumadeg « 1000 soleils » (embannadurioù Gallimard) : (La Guerre des mondes, Fahrenheit 451,...)
  • Golo ha skeudennoù embannadur Folio junior La journée d'un journaliste américain en 2889 gant Jules Verne
  • Golo ar bladenn Rainy day, gant Gwendal
  • Goloioù levrioù Aventures de Boro, reporter photographe, skrivet gant Dan Franck ha Jean Vautrin, (embannadurioù Fayard)
  • Images pour un film, Dargaud, 1983. Kinkladurioù ar film La Vie est un roman, filmaozet gant Alain Resnais
  • Hors-jeu, gant Patrick Cauvin (testennoù), Autrement, 1987
  • Un Siècle d'amour (illustration), gant Dan Franck (testennoù), embannadurioù Fayard, 1999
  • Les Correspondances de Christin - Le Sarcophage, gant Pierre Christin (testennoù), Dargaud, 2002


Levrlennadurezh[kemmañ]

  • Les Cahiers de la bande dessinée niv 53, miz Gouere 1983
  • Sapristi niv 29, (Association normande de bande), miz Here 1994
  • Jean-Marc Thévenet, Bilal, embannadurioù Seghers, dastumadeg « Les Auteurs par la bande », 1987

Liammoù diavaez[kemmañ]