Claire Bretécher

Eus Wikipedia

Claire Marie Anne Bretécher (Naoned, 17 a viz Ebrel 1940 - Pariz, 11 a viz C'hwevrer 2020) a oa un dresourez hag ur senarioerez bannoù-treset.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1963 e krogas gant ar vicher dre genlabourat gant René Goscinny. Etre 1965 ha 1966 e labouras evit ar gazetenn Tintin. Adalek 1969 e labouras evit ar gelaouenn Pilote, ma krouas an dudenn anvet Cellulite.

Etre 1969 ha 1971 e labouras evit ar gelaouenn Spirou. D'ar mare-se e kemmas he doare da dresañ, a droas da zamheñvel ouzh hini Reiser.

E 1972 e krouas l'Écho des savanes asambles gant Marcel Gotlib ha Mandryka. Perzh a gemeras ivez en ur gazetenn ekologour miziek anvet Le Sauvage. Adalek 1973 e krogas da labourat evit ar gelaouenn Le Nouvel Observateur. E 1981 e paouezas da genlabourat ganti, met er gelaouenn-se e voe embannet he bannoù_treset en-dro e-pad an hañv 2008.
Al lodenn vrasañ eus hec'h albomoù he deus lakaet embann hec'h-unan.

Ar prederour Roland Barthes (1915-1980) he lakaas da wellañ sokiologourez ar bloaz e 1976[1].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cellulite[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1972 Les états d'âme de Cellulite
  • 1974 Les angoisses de Cellulite

Les Frustrés[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1975 Les Frustrés
  • 1977 Les Frustrés 2
  • 1978 Les Frustrés 3
  • 1979 Les Frustrés 4
  • 1980 Les Frustrés 5

Agrippine[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1988 Agrippine
  • 1991 Agrippine prend vapeur
  • 1993 Les combats d'Agrippine
  • 1995 Agrippine et les inclus
  • 1998 Agrippine et l'ancêtre
  • 2001 Agrippine et la secte à Raymonde
  • 2004 Allergies'

E-maez dastumad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1973 Salades de Saison
  • 1976 Les Gnangnan
  • 1977 Baratine et Molgaga
  • 1977 Le bolot occidental
  • 1977 Fernand l'orphelin[2].
style="padding-left:30px;"
  • 1978 Le cordon infernal
  • 1980 La vie passionnée de Thérèse d'Avila
  • 1982 Les mères
  • 1984 Tourista
  • 1984 Le destin de Monique
  • 1985 Docteur Ventouse, bobologue
  • 1986 Docteur Ventouse, bobologue 2
  • 1996 Mouler, démouler
  • 1999 Moments de lassitude

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Actua BD, 14 Kzu 2015
  2. 5 rummad 4 fajennad bet embannet e-barzh Le Trombone illustré.