Renadenn eeun
Eus Wikipedia
Ur verb unandranzitivel (saoz. monotransitive) en devez ur renadenn eeun (merket gant lizherennoù druz) nemetken hag a dalvez d'ar pezh a vez graet gant ar verb. Da skwer:
- Hi a zebras an aval
- Kaozeal brezhoneg a ra ar vrezhonegerion
- Notenn:
Daoust ha ma vez graet ken alies all gant an dermenn renadenn dra eo gwelloc'h kalz ober gant an termen renadenn eeun rak damheñvel eo ouzh an dermenn yezhadurel all renadenn dieeun.
E brezhoneg [kemmañ]
Strizh a-walc'h eo urzh ar frazenn e brezhoneg. Goude ar verb e teu ar renadenn eeun a-raok ar renadennoù dieeun. Da skouer:
- Kemer a ran bemdez ma disglavier (fall).
- Kemer a ran ma disglavier bemdez (mat).