Bearn

Eus Wikipedia
Banniel Bearn
Kartenn a ziskouez Bearn en Okitania

Bearn (Bearn pe Biarn en okitaneg; Béarn e galleg) zo ur vro dizalc'h kozh er Pireneoù a-raok dont da vezañ ur broviñs kozh eus Bro-C'hall. Pau eo ar gêr-benn (abaoe 1270, a-raok e oa Morlans). A-gevret gant an teir froviñs Lapurdi, Nafarroa Beherea, Zuberoa a ya d’ober Hanternoz Euskal Herria, ha gant un tamm bihan eus Gwaskogn, eo aet d’ober departamant ar Pireneoù-Atlantel (64).

En-dro da Vearn e kaver neuze hanternoz Euskadi pe Iparralde er c’hornôg, Lanneier Gwaskogn hag Armanhac en hanternoz, Bigorra er reter, hag Aragon (Spagn) er c’hreisteiz.

En IXvet kantved e voe savet Beskontelezh Bearn a voe dizalc’h e-pad pell ha gant he moneiz dezhi. E 1485 e tremenas Bearn dindan aotrouniezh rouantelezh Navarra. E 1589 e teuas Herri Navarra da vezañ roue Bro-C’hall dindan an anv Herri IV, ha staget e voe Bearn ouzh ar rouantelezh c’hall dre un emglev sinet d’an 20 a viz Here 1620. E 1790 e voe savet departamant ar Pireneoù Izel, diwar Bearn ha lodenn hanternoz Euskadi.

An doare gwaskoneg (ur rannyezh eus an okitaneg) a gomzer e Bearn zo anvet bearnés.

Tud brudet Bearn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.