Armanhac

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Armanhac en Okitania
Skoed-ardamez kontelezh Armanhac (a-raok 1304)

Armanhac (Armagnac e galleg) zo ur vro istorel eus Okitania, etre ar stêrioù Adour ha Garona.

Hiziv an deiz eo rannet Armanhac etre departamantoù Landes ha Gers. Ur vro a labour-douar eo ha brudet eo an odivi a vez graet eno, an Armagnac.

Istor[kemmañ]

Savet e voe kontelezh Armanhac e 960. E barr he brud e voe er XIVvet hag er XVvet kantved. Neuze e oa meur a gontelezh all e dalc'h aotrouien Armanhac : Rodés, Comenge, Charolais. Staget e voe kontelezh Armanhac ouzh Kurunenn Bro-C'hall dre deir gwech: da gentañ e 1481, da eil e 1607, gant Herri IV, asambles gant Navarra, Perigord..., da drede e 1751.

Anvioù-lec'h[kemmañ]

Kavout a reer ar ger Armanhac pe Armagnac en anv meur a gumun eus ar vro :