Cerdanya
Cerdanya (hervez an anv katalanek, Ceritania e latin), pe Cerdaña e spagnoleg ha Cerdagne e galleg, zo un draonienn e reter ar Pireneoù hag ur vroig istorel eus Katalonia, dezhi ur gorread a 1086.07 km², rannet etre Spagn ha Bro-C'hall : 50.3 % eus ar gorread a zo gant Spagn, ha 49.7 % gant Bro-C'hall.
Taolenn |
Kêrioù [kemmañ]
Puigcerdà eo kêr vrasañ Cerdanya, gant 12 000 a dud, war lez an harzoù, tre dirak Bourg-Madame, en tu all, 900 a dud. Stag ouzh stad Spagn eo kêr Llívia ivez daoust m'emañ enklozet e-kreiz kumunioù gall.
Istor [kemmañ]
Betek 1375 e oa ur gontelezh, a voe staget neuze ouzh rouantelezh Aragon, a emunanas gant rouantelezh Kastilha d'ober rouantelezh Spagn.
E 1659, dre Feur-emglev ar Pireneoù, e voe rannet Cerdanya etre rouantelezhioù Spagn ha Bro-C'hall.
Emañ bepred al lodenn norzh (Alta Cerdanya) e-barzh ar Republik C'hall (26 kumun), tra m'emañ al lodenn greisteiz (Baixa Cerdanya) e kumuniezh emren Katalonia, e Spagn, ul lodenn anezhi e proviñs Lleida, ar peurrest e proviñs Girona.
Poblañs [kemmañ]
26 500 a dud a oa e 2001. Gant 24 annezad dre km² eo ar c'hornad nebeutañ tudet en Europa ar c'hornog. 53.4 % e Baixa Cerdania (Spagn) ha 46.6 % en Alta Cerdanya ( Bro-C'hall).
Menezioù [kemmañ]
Ar menezioù uhelañ eo
Gwelout [kemmañ]
Pep a bennad zo diwar-benn div rann Cerdanya