Mor Keltiek

Eus Wikipedia
Batimetriezh ar Mor Keltiek ha Pleg-mor Gwaskogn.

Ar Mor Keltiek (Mer Celtique e galleg, An Mhuir Cheilteach en iwerzhoneg, Y Môr Celtaidd e kembraeg, An Mor Keltek e kerneveureg ha Celtic Sea e saozneg) eo anv al lodenn eus ar mor a zo er Su da Iwerzhon, er Mervent da Vreizh-Veur ha betek penn kornaouekañ Breizh er Gevred.

Er Su hag er Mervent emañ war bevenn ar plateiz kevandirel.

Sko eo ouzh ar Meurvor Atlantel er C'hornaoueg, ouzh Mor Iwerzhon dre Ganol Sant Jord er biz, hag ouzh Mor Breizh er reter, etre Inizi Sillan hag Eusa.

Gant ar moroniour ha bevoniour saoz Ernest William Lyons Holt (1864-1822) e voe goveliet an anv Celtic Sea e 1921.