Islam sunnit

Eus Wikipedia
Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout

Islam
Islam
Istor Islam

Kredennoù ha kustumoù

Unded Doue
Disklêriadenn a feiz
PedennYun
KaritezPirc'hirinded

Pennoù Bras

Mohammed
Abu BakrAli
Tiegezh Mohammed
Kompagnuned Mohammed
Profeded Islam

Testennoù ha lezennoù

KoranSunnahHadith
BarnadurezhDoueoniezh
Buhezioù Mohammed
Charia

Skourrioù Islam

SunnitChiitC'harijitSoufiegezh

Kevredigezh

Studioù islamekIstor
PrederouriezhSkiant
ArzSavouriezhKêrioù
DeiziadurGouelioù
MaouezedMaouezed er C'horan
Pennoù relijielPolitikerezh
IslamouriezhFrankizouriezh
Salafiezh

An islam sunnit eo ar rann bennañ eus an islam, ar relijion vuzulman. Etre 87% ha 90% eus ar vuzulmaned a zo sunnited anezho. Laret e vez eus ar froud krediñ-se ez eo ur reizh kredenn eus an Islam.

An diforc'h pennañ a zo etre ar froudoù krediñ islamek a zo an doare da gompren ar relijion islamek met en ur implij ar memes mammennoù evit skrivañ ha lakaat da dalvezout ar gwir muzulman.

Graet e vez en arabeg eus kredourien ar red Sunnit gant ahl as-sunnah wa l-jamāʻah (arabeg: أهل السنة والجماعة) "Pobl hengoun Mohammed hag emglev an oumah", a-wechoù berraet en ahl as-sunnah (arabeg:أهل السنة).

Graet e vez Islam sunnit eus ar gredenn, sunnited pe muzulmaned sunnit eus ar gredourien. An islam sunnit a zo an eil ensavadur relijiel er bed goude ar gristeniezh hag ar red krediñ gant ar brasañ niver a gredourien dre ar bed a-bez.

Ar ger "sunni" a teufe eus ar ger Sunnah (arabeg: سنة) o tont eus komzoù hag oebrioù ar profed islamek Mohammed evel testenniet en hadith (arabeg: حديث‎).

Kredourien en Islam hervez ar vroioù:
gwer islam sunit ruz : islam chiit, glaz : islam ibadi

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sunnī (arabeg klasel: سُنِّي /ˈsunniː/) anvet a-boaz Sunnīism a teufe eus ar ger sunnah (سُنَّة /ˈsunna/, liester سُنَن sunan /ˈsunan/) o talvezout "boaz", "pleustr boaz", "kustum", "hengoun".

Ar vuzulmaned a implij ar ger-se evit ober menneg eus komzoù ha boazioù-bevañ ar profed Mahommed. Gant un doare klok ar skourr-se eus an Islam a vez anvet "Ahl al-Sunnah wal Jamaah" ("Pobl ar Sunnah hag ar gumuniezh").

Gouelioù dibar sunni[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoù lid pe gouel relijiel dibar d'ar re sunni nemetken a zo:

  • Aïd al-Ad'ha: Gouel an aberzh, e-pad devezhioù an Hadj (piric'hinaj e Meka hag e menez Arafat). Lidañ a ra ivez buhez hag aberzh Ibrahim (Abraham). Lidet ez eo d'an 10 miz Dhou al-hijja (miz diwezhañ an deiziataer muzulman).
  • Aïd al-Fitr: Lid fin ar c'hoareiz islamek, gouel fin ar ramadan. Lidet ez eo kentañ devezh loar miz chawwal hervez hini ar ramadan.

Lidoù all a zo evel re:

Ar re-se a zegas tabut bras er gumuniezh sunni dre ma n'int ket liammet gant mammennoù diaz an islam. Ouzhpenn da-se e vez lakaet war-raok tra ma vijen digarezhioù d'ar fest ha n'eo ket mui d'ul lid relijiel.