Ramadan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ramadan (en arabeg : رمضان, Ramadhan, distaget ivez Ramzan e meur a lec'h) eo anv navet miz ar bloavezh en deiziadur muzulman (Hijri), savet er bloaz 638. Evit ar Vuzulmaned ez eo ar miz sakrañ a zo e-pad ar bloaz. E-pad an navet miz eo e vije bet diskuliet ar C’horan d’ar profed Mohammed. E koun an dra-se e vez yunet gant ar Vuzulmaned e-pad ar Ramadan. E-pad miz eta e rankont chom hep debriñ nag evañ ha hep kaout darempredoù rev etre sav-heol ha kuzh-heol. Unan eus pemp gourc’hemenn diazez an Islam eo yun (sawm) ar Ramadan. Hag un dra ret eo yunañ e-pad ar miz-se evit an holl Vuzulmaned, nemet ne c’hallfent ket evit abegoù yec’hed.