Islamouriezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Islamouriezh eo an ideologiezh politikel a zo hec'h orin e krouidegezh strollad politikel ar Vreudeur vuzulman en Egipt e 1925. War atiz Hasan Al-Banna e oa bet savet ar strollad evit stourm ouzh an unpenniezh egiptat, pa oa houmañ dindan levezon greñv Breizh-Veur.

Hervez tezennoù al lodenn vrasañ eus an islamourien n'eo ket an Islam ur relijion hepken, met un doare da urzhiañ ar gevredigezh dre lakaat ar Charia, d.l.e. al lezennoù savet diwar ar C'horan, da lezennoù ar stad.

Deuet eo ar Vreudeur vuzulman egiptat da vezañ e penn un aozadur etrebroadel nann-ofisiel gant meur a strollad politikel e meur a vro. Strolladoù "breur" a vez kavet e Jordania, Maroko, Tunizia (Ennadah), Turkia (AKP), Palestina (Hamas), Yemen hag Aljeria.