Poultr-tarzh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Greun poultr-tarzh
Da bep ment hec'h implij resis.

Poultr-tarzh pe c'hoazh poultr du a reer eus un danvez-tarzh entanus a vez implijet evit luskañ bannadelloù[Y 1] dre armoù-tan ha da sevel ardivinkoù tezgalvezel evel an tanioù-arvest.

Ur meskaj 75 % holen-moger (KNO3), 15 % karbon (C) ha 10 % soufr (S) eo ar poultr du a vez fardet an aliesañ.

Istor[kemmañ]

Delun sinaat ar poultr-tarzh
War-dro 1044

Adal kreiz ar I kantved e voe mesket holen-moger (nitrat a botasiom) ha soufr a-benn fardañ louzeier evit ar yec'hed[1], alese anv sinaek ar poultr-tarzh : 火藥 (pinyin huǒ yào), "tan dramm".
War-dro ar bloavezh 808 e teskrivas an alkimiour Qing Xuzi ur meskaj a zo tost d'ar poultr-tarzh[2]. E kreiz an IXvet kantved e kaver meneg eus perzhioù entanus ar meskaj-se en ur skrid daoat[3][4] ; ne voe ket pell Sinaiz o tennañ splet eus an dizoloadenn-se : kenderc'hiñ poultr-tarzh a rejont a-hed kantvedoù evit armoù evel bannerioù-flammennoù, bombezennoù, fuc'helloù ha minennoù kent fardañ ar fuzuilhoù kentañ a voe en Istor ar bed.[3]

E-kerzh an XIIIvet kantved e veajas rekipe ar poultr-tarzh betek an Arabed, hep mar dre India, Syria hag Egipt[5]

D'an hevelep mare ez erruas ar rekipe en Europa, dre alouberien o tont eus Mongolia war a hañval.[3] Ar meneg kentañ eus poultr-tarzh a gaver dindan pluenn ar prederour saoz Roger Bacon (war-dro 12141294), en e skrid Opus Majus. Adal neuze e voe gwellaet ar rekipe tamm-ha-tamm, dizoloet e voe an tanioù-arvest (a oa anezho e Sina abaoe pell dija), hag e 1774 e stalias ar roue gall Loeiz XIV Melestradurezh Roueel ar Poultroù ma labouras ar skiantour Antoine Lavoisier (1743-1794).

Hiziv an deiz e vez fardet poultr-gwenn diwar nitrokeluloz pe nitrokeluloz ha nitroglikerin. Divoged eo ar poultr-tarzh nevez-se, nebeut a zilerc'hioùa chom goude an darzhadenn en armoù, ha dre ma 'z eo ungeneshoc'h[Y 2] eget ar poultr du e vez resisoc'h an tennoù.


Caution sign used on roads pn.svg
An holloueziadur Wikipedia Brezhonek eo embanner ar bajenn-mañ, hogen ne c'hall ket an ditouroù embannet amañ bezañ lakaet da stummadur pe aotre da geñver an embreger danvezioù-tarzh.


Notennoù yezh[kemmañ]

  1. Bannadell (a-k. b.): kement tra a vanner dre nerzh evit tizhout ur pal (ur saezh, ur maen, ur boled, hag all betek ar fuc'helloù).
  2. Ungenezh (a-k.) : ungenezh eo an danvezioù unvan o frammadur pe dasparzh o elfennoù.

Notennoù[kemmañ]

  1. BUCHANAN Brenda J., Gunpowder, Explosives and the State - A Technological History, Ashgate Publishing, Farnham, R-U, 2006 ISBN 978-0-7546-5259-5 (en)
  2. Chemical Industry Museum of China (en)Tizhet 02/10/2012
  3. 3,0 3,1 3,2 CHASE Kenneth, Firearms: A Global History to 1700, Cambridge University Press, SUA, 2003, pp. 31-32 ISBN 978-0-521-82274-9 (en)
  4. KELLY Jack, Gunpowder: Alchemy, Bombards, & Pyrotechnics: The History of the Explosive that Changed the World, Basic Books, New York, SUA, ISBN 978-0-465-03718-6 (en)
  5. HASSAN Ahmad Y., Transfer of Islamic Technology to the West, History of Science and Technology in Islam (en) Tizhet 02/10/2012